Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
2
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Mintin (II). Da belec'h ez it ken beure ? Mar karjec'h bezañ savet beureoc'h. & Stn. Ar beureañ hini : an hini savet an abretañ. & Tr. adv. Beure-mat : mintin-mat.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

Beure-mat e sav atav.

1850
Daveenn : GON.II pg beûré (Il se lève toujours de grand matin).

Beure e sav atav.

1850
Daveenn : GON.II pg beûré (Il se lève toujours matin).

« Beure-mat ez eas an Tad en e raok, gantañ e vataraz war e skoaz ; hag hen o kerzhout sart a-dreuz ar c’hoad ; hag oc’h ober e dremen etre kefioù ar pin hag an derv, ar faou hag an onn, ar bezv hag an efl. »

1923
Daveenn : SKET p.36

Diouzh an avel, neuz ha red ar c’houmoul, stuz an neñv noz ha beure, liv an heol ha doare al loar, e ouient diouganiñ an amzer.

1923
Daveenn : SKET p.39

Antronoz hag eñ war glann ar mor beureoc’h eget m’oa boas.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

Adal ma voe deut da berc’henn dezhañ, e reas e venoz da sevel bemdez un eur beureoc’h evit e brederiañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.22

beure-mat

1927
Daveenn : GERI.Ern pg beure

beureoc'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg beure(oc'h) (de meilleure heure).

Antronoz, beure-mat, war sav da vont en hent.

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ar gwener [Gwener] beure-mat e lavaras din va mamm-gozh : « Kae, mabig, d’an iliz da bediñ dirak an Itron Varia Lourd ; mar plij d’ar Werc’hez Santel e teufe Ann-Mari e-barzh, mont a raimp holl du-hont da vloaz evit he zrugarekaat ». Sentiñ a ris raktal outi.

1954
Daveenn : VAZA p.43

Sell 'ta piv, ken beure! Deuet out gant strink an deiz?

2015
Daveenn : EHPEA p239

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "beûré" eus Bro-Dreger ha Bro-Wened.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial