Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Traezenn, dezhi ur c'harenn hag ur bodenn, a implijer da vutunat. Ur c'horn-butun pri. Tanañ e gorn-butun. Lakaat, choukañ ur gorn-butun : lakaat butun ennañ evit butunat. 2. Estl. Korn-butun ! : touadell dister a lezer diwar un taol(ig) imor.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Paotred Plouneour-Draezh [sic] ha paotred Kerlouan, dreist-holl, o boned glas war o fenn, o blev hir pleget a-zindanañ, hag o c’horn-butun en e ourl, a c’hoarzhe ken na dregerne al leurgêr ganto.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Ar Braz en doa un dremm plijus-kenañ, un daoulagad lirzhin, un aer hegarat ; ar Govig a oa heñvel ouzh ur mestr martolod, gant e benn tev hag e golier barv, e gorn-butun na guitae ket e veg : mont a rae e deod en-dro hep ehan, evel rod ur vilin.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

Hag an tri baotr yaouank da vont da redek kêr, da fougeal en tavarnioù bras, pep a gorn-butun en o beg, da selaou d'abardaez-noz ur « c'haf-conç »...

1944
Daveenn : EURW.1 p74

Chom a reas an Aotrou Hamon da c’hwitellat goustadik en ur danañ e gorn-butun : « Feiz ! emezañ, ar wirionez a zo ganit : n’eo ket mat n’eus forzh petore maen da sevel un aoter. [...] ».

1954
Daveenn : VAZA p.68

Prenañ a ris ’ta e Toulon ur pikol korn-butun eus ar c’haerañ gant ur c’harenn wer ma veze diskennet enni dour c’hwezh-vat, e gwirionez ur « narghileh » e giz an Durked.

1954
Daveenn : VAZA p.88

Met allas, al lu en divije graet ganin Biz Kamm, Dou d’e bardono, rak ne deurvezas tanfoeltr pesk ebet stekiñ ouzh va bouedenn, ha ne zeuis a-benn nemet eus un dra : leuskel da gouezhañ en dour gwellañ korn[-]butun am boa er pred-se.

1954
Daveenn : VAZA p.107

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial