Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Kelc'hienn lugernus en-dro da benn ar Werc'hez, ar sent pe Doue. An doue douger ar rod-heol. & (en e furm vihanaat) Ur rodig-heol a c'hloar a gelc'has e dal. 2. Stumm an heol pa vez kelc'hiet. [1954] [...] gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

rod-heol

1931
Daveenn : VALL pg auréole

rodoù-heol

1931
Daveenn : VALL pg auréole

Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.

1954
Daveenn : VAZA p.140

Ofis publik ar brezhoneg