Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Traezenn gelc'hiek a dro war un ahel kreiz hag a ro tu d'ar c'harbedoù da ruilhal. Ur garrigell a ziv rod, war ziv rod. Rodoù a-raok ha rodoù a-dreñv ur c'harr-tan. Gwariet eo ar rod : n'eo ket plaen ar c'hant anezhi ken. Koll ur rod. [1954] [...] paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn all hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù [...]. & Ur rod karrigell, ur rod marc'h-houarn. & Rod-sikour : rod a virer er c'harbedoù betek-gouzout e tarzhfe pe e tic'hwezfe unan eus rodoù ar c'harbed-se. 2. Dre verr. Bouzellenn-rod pe vandenn-rod. Da rod a-dreñv zo dic'hwezet. Da rod zo lufr. 3. Trl. skeud. (db. an dud) Kaout rodoù fall : bezañ gwan e zivesker. 4. Trl., dre heveleb. Fiñv korf ub. o rodal (I B 3). II. 1. Nep traezenn gelc'hiek a dro war un ahel kreiz a ya d'ober ul lodenn eus un ardivink, ur wikefre. Rod vras, rod diavaez ur vilin : an hini a gouezh an dour warni. Rod dantek : zo dantek he c'hant e doare da gas he lusk a-dro da rodoù all. & Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ mat da dreiñ ar rod : bezañ foll. & Mont da dreiñ ar rod : mont d'an ospital evit pareañ diouzh an alkoolegezh pe diouzh strafuilhoù bred. 2. (dirak un ak., un av. spizer) Anv a roer da ardivinkoù zo ur rod al lodenn bennañ anezho. Rod-nezañ : karr-nezañ. 3. Dre verr. Rod-stur. Ar bleiner zo azezet ouzh ar rod. & [1954] Met kemend-all ne selle ket ouzhimp peogwir e oa d’an ampoent ul levier amerikan ouzh rod ar stur. 4. ISTOR Framm kelc'hiek war ahel a implijed evel ardivink boureviañ, da derriñ izili ub. Terriñ izili ub. war ur rod. 5. Rod an avelioù : tresadenn, e stumm ur steredenn, a ziskouez an eizh roud-avel pennañ hag ar re zo lec'hiet etrezo. III. Dre skeud. 1. Arouez an amzer a dremen. Treiñ a ra ar rod. 2. Arouez an tonkadur. Renet eo planedenn mab-den gant darvoudoù a laka ar rod da ziheñchañ. & Trl. Bezañ ar rod vras o treiñ a-du gantañ : kaout chañs.

Skouerioù istorel : 
61
Kuzhat roll ar skouerioù

brec'h ar rod

1499
Daveenn : LVBCA p23, 42, 177 ('rayon, rais de la roue')

rod velin

1499
Daveenn : LVBCA p142, 177 (c-est royet de molin qui faict tourner la meule)

rod

1499
Daveenn : LVBCA p177 (roue)

kammed ar rod

1499
Daveenn : LVBCA p23, 107, 177 (cant [jante] de roue)

karvan rod

1499
Daveenn : LVBCA p110, 177 (c-est l-instrument en quoy on enuelope le fil [ensouple])

25. Dispozet hag ordrenet oa ar rodoù-mañ hevelep feson : div anezhe a droe kontrel d'an div arall parfors ha neuze kement a vefe entreze a vefe dispennet ha munudet.

1576
Daveenn : Cath p20

Ael Doue a dorras hag a freuzas an holl rodoù-se gant hevelep impetuozite maz voe lazhet pevar mil paian.

1576
Daveenn : Cath p21

Neuze un prezidant koleret a bersuadas d'an roue ez lakaze ober peder rod a houarn e-barzh tri dez pere a ve añvironet a dachoù ha kizelloù lemm pe gant re ez vihe dispennet dre dourmant, ha maz roze ivez spont d'an gristenien arall, oz welet an horriplded hag ar gruelded a'n tourmanchoù.

1576
Daveenn : Cath p20

rodoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rouë

rod

1659
Daveenn : LDJM.1 pg rouë

emprennañ ur rod

1732
Daveenn : GReg pg enraïer (mettre les rais d'une rouë dans les moïeux, & les jantes)

rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

rod déntecq

1732
Daveenn : GReg pg (rouë dentelée)

rodoù

1732
Daveenn : GReg pg charrette (roüe)

rod

1732
Daveenn : GReg pg charrette (roüe)

lardañ rodoù karr

1732
Daveenn : GReg pg graisser (Graisser les rouës d'une charette.)

sparlañ ar rodoù-karr

1732
Daveenn : GReg pg barrer (les roües d'une charrette dans une descente glissante & roide)

pazenn-rod

1732
Daveenn : GReg pg aileron

Terriñ a reot ho rodoù.

1850
Daveenn : GON.II pg rôd (vous romprez vos roues).

Ur rod dentek am eus lakaet ober.

1850
Daveenn : GON.II pg deñtek (J'ai fait faire une roue dentelée).

Un emprenn eus ar rod a zo torret.

1850
Daveenn : GON.II pg empren (il y a un rayon de la roue qui est cassé).

poull-rod

1850
Daveenn : GON.II pg poull-rôd (fosse ou profondeur dans laquelle tourne la roue extérieure d'un moulin à eau. on donne le même nom à une ornière), rollec'h

rod

1850
Daveenn : GON.II pg rôd (roue, machine ronde tournant sur un essieu).

rodoù

1850
Daveenn : GON.II pg rôd (roue, machine ronde tournant sur un essieu. Pl.)

rojoù

1850
Daveenn : GON.II pg rôd (roue, machine ronde tournant sur un essieu. Pl.)

« Perak, Doue galloudek, c'hwi a dro ar rod vras, / Perak ho peus-hu graet eus ac'hanon, siwazh ! »

1867
Daveenn : MGK p121

N'eus forzh pe oad hor beus, pe vadoù, pe c'hened, / Kaer hor bezo bale, mont d'ar penn all ar bed, / Oc'h hon heul e pep lec'h e vezo ar marv ; / Karrigell an ankoù gant rod ar bed a dro.

1867
Daveenn : MGK p100-101

Kirri a beder rod, kirri hir-kenañ a yoa gantañ ; lamet a reas ar c’hestell-karr diwar o rodoù, ha, goude-se, o zaolas a-zioc’h ar ganol ; hir a-walc’h e oant evit tizhout an daou du.

1877
Daveenn : EKG.I. p.285

Veriugodumnos c’hoazh end-eeun eo a stummas ar gentañ yev, ar c’hentañ re rodoù, ar c’hentañ karr (1).

1923
Daveenn : SKET p.56

Ar seizh plac’h yaouank a ginkle gant rodoù bleuñv ha garlantez ar grugell-gañv.

1923
Daveenn : SKET p.121

Ma torro ahel da girri ez redadennoù, ez stourmadoù ! Ma tizahelo ar rodoù, ma frailho da leur-karr, ma vrevo ar yev, ma pennfollo da gezeg, dezho da derriñ o fenn hag o izili ouzh gwezennoù an hent !

1923
Daveenn : SKET p.84

(1) Arouezioù sakr : stered, kreskennoù, kelc’hioù, rodoù, kroazioù, hevoudoù, horzhioù, bouc’hili, skoedoù, bigi, kerniel [.]

1923
Daveenn : SKET p.64

Rak, eus an tantad-meur-se, evel eus moell ur rod nav-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nav fennvennozh : frouezhusted douar, yec’hed chatal, kreñvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glav, puilhded eien, gwrez heol.

1923
Daveenn : SKET p.57

Ra droio rodoù e girri lenkr ha diwigour, ra vo e-ratre e vinvioù-labour hag e vevelien niverek ha doujus.

1923
Daveenn : SKET p.25

En troad ar skeul petra e oa eno ? Diaoul ar rod ! Petra ? n’eus ket bet amzer da zigeriñ e zaoulagad, tapet eo bet gant piv ? gant petra ?

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.973 (Even 1924)

Brigia, merc’h da Vissurix, a gelennas anezhañ war labourat ar metaloù hag ar pri ; diskiñ a reas dezhañ ober gant rod ar boderien-bri (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.24

Benniget ra vezo an den yaouank divarvel a zo o sklêrijenniñ ar bed, ar c’hadour nerzhek a laka fiñv er Rod [1], an doue a daol er vann, bep beure, ar Rod !

1924
Daveenn : SKET.II p.5

An daouzek plac’h, kaer o devoe kregiñ e skinoù ar rodoù hag en em deurel e penn ar c’hezeg, a voe aner dezho strivañ da zerc’hel ar c’harr war an aod.

1924
Daveenn : SKET.II p.38

Ur rod, evit gwir, en he sav e-kreiz ar vag, ha hi gwenn, ruz-livrin hag alaouret, leun a yaouankiz hag a gened, a wevnded hag a nerzh, ur marzh !

1924
Daveenn : SKET.II p.53-54

brec'h rod

1927
Daveenn : GERI.Ern pg brec'h

rod avelerezh

1927
Daveenn : GERI.Ern pg avel

Dirak an annez-mañ e red didav, noz-deiz, en ur leñvañ hag en ur hiboudiñ war un ton hiraezhus ha klemmvanus, dour eonennet richer Pourpri (pe Poulpri, mar bez gwell ganeoc'h), goude bezañ en em silet dre angelloù prenn rod vras ar vilin gozh he mogerioù iliavek.

1929
Daveenn : SVBV p.18

rod elvennek

1931
Daveenn : VALL pg (roue à) aube

pal rod

1931
Daveenn : VALL pg aileron

rod alvennek

1931
Daveenn : VALL pg (roue à) aube

lestr war rodoù

1931
Daveenn : VALL pg (bateau à) aube

sailhoù ar rod-dourañ

1931
Daveenn : VALL pg auget (de la roue élévatoire)

rodoù war vandennoù c'hwezet

1931
Daveenn : VALL pg bandage

rod war he genoù

1931
Daveenn : VALL pg (roue d')angle

rod war elvoù

1931
Daveenn : VALL pg (roue à) aube

palioù rod

1931
Daveenn : VALL pg aileron

Ar Braz en doa un dremm plijus-kenañ, un daoulagad lirzhin, un aer hegarat ; ar Govig a oa heñvel ouzh ur mestr martolod, gant e benn tev hag e golier barv, e gorn-butun na guitae ket e veg : mont a rae e deod en-dro hep ehan, evel rod ur vilin.

1944
Daveenn : EURW.1 p67

An abad a droc'has berr hag a choukas ac'hanomp er c'harroñs peder rod en doa feurmet.

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Mont da gantreal : da lavaret eo mont n'eus forzh pelec'h, da ober flisterezed dour gant raoskl, da ober pifoù gant toc'had kerc'h, « ouan-ouaniou », da ober « totoc'hodou » gant plusk haleg, da ober karrigelloù gant brankoù derv forc'hellek, gweet an div forc'h e-giz div rod.

1944
Daveenn : EURW.1 pp.24-25

Evit da Lotei bezañ ur baradorig [sic "baradozig"] war an douar, ur baradozig didrouz e-lec’h ne glever nemet al laboused a [sic "o"] kanañ er girzhier, rodoù ar c’hirri o strakal war an hent, pe skluz ar stêr vras o voudal en draonienn, Lotei he deus ivez hec’h istor hag istorioù a sac’hadoù.

1944
Daveenn : ATST p.10

Hag ar beorien ’ta !... a bep tu d’an hent, war bennoù o daoulin, pe harpet ouzh ar c’hleuzioù, bez’ e veze regennadoù klaskerien[-]vara, paotred ha merc’hed, kozh ha yaouank, dall, moñs, pe vac’hagnet, darn war flac’hioù, darn-all [darn all] hep gar ebet ha kluchet en ur c’hased izel war rojoù, hemañ oc’h eoniñ,[]skoet gant an droug-sant, henhont gant trouskennoù ha goulioù spontus, un heug hag ur rukun sellout outo !

1954
Daveenn : VAZA p.54

Met kemend-all ne selle ket ouzhimp peogwir e oa d’an ampoent ul levier amerikan ouzh rod ar stur.

1954
Daveenn : VAZA p.101

War ar pemdez koulz ha d’ar Sul e veze war e benn un tog du a-vent gant ur rod karrigell, hag e[n]-dro dezhañ ul livitenn gant ur gravatenn wenn, met ne leme homañ, nag e roched kennebeut-all nemet a-bell-da-bell, pa teue da soñj dezhañ, e doare ma lavare an dud a-wechoù : « Ma ! klañv-moñs e tle bezañ kannerez Job ! ».

1954
Daveenn : VAZA p.116

A-benn ur pennadig e krogas ar volz iskis-se da zislivañ a-dammoù : treiñ a reas da vezañ mouk, ha damc’hlas evel ul lutig dare da vervel, met kerkent-all e flamminas adarre, gell-alaouret an dro-mañ gant bannoù a bep seurt liv hag a bep seurt stumm en he c’hreiz, gwech o vont en-dro evel skinoù ur rod karr, gwech strinket gant herr d’an nec’h, biroù tan o paouez bezañ diwareget, pe o kouezhañ goustadik er mor, hervez ma ra ar gwabriol e-kerz [e-kerzh] an hañv.

1954
Daveenn : VAZA p.173

Gwech ha gwech all zoken e c'heller gwelout ur voetur-dre-dan o vont war an aod, gant tud wenn enni, o vont da ober un tamm tro evit dizalaniñ aer yac'h an abardaez, rak war an hent-bras ez eo kentoc'h poultrenn melenruz al laterell eo a a sav dre rodoù ar voetur.

1985
Daveenn : DGBD p.52

"Hag an dañjer eo e teufe Hyde da c'houzout ez eus eus an testamant ; c'hoantaat a c'hallfe kaout buan an hêrezh. Ya, rankout a ran reiñ un taol skoaz ouzh ar rod - gant ma vin lezet d'ober gant Jekyll !"

2012
Daveenn : DJHMH p31

Ofis publik ar brezhoneg