Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
175
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. v.k.e. 1. (db. an dud pe al loened) Lakaat da vervel ouzh e vougañ en dour pe en ul liñvenn all. Beuziñ un torkad kizhier bihan. Lakaet en deus beuziñ e vreur-kaer. 2. (db. an traoù) Goleiñ gant dour pe ul liñvenn all. Ar mor en deus beuzet tri c'hant kêr. DHS. gouelediñ, liñvañ. & Trl. skeud. Beuziñ ar vro er gwad : lazhañ tud a-vil-vern. 3. Dre skeud. Mezviñ. Trawalc'h a win da veuziñ tout an dud. II. v.g. 1. Mervel mouget gant an dour. Ar soudarded zo kouezhet er stêr a ya da veuziñ. Tud a glask mont war neuñv d'al listri hag a veuz e-kreiz ar gwagennoù. & Trl. Neuñvin* pe veuziñ. 2. Bezañ goloet gant an dour. Neuze e veuzo Pariz. HS. gouelediñ. 3. Dre skeud. Bezañ gounezet, trec'het gant ur santad bnk. Beuziñ a reas en he glac'har. III. v. em. EN EM VEUZIÑ : en em lazhañ a-ratozh o vougañ en dour. O vont d'en em grougañ pe d'en em veuziñ. [1944] « C’hwi a zo kaoz mard eo aet Herri d’en em veuziñ. »

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

sac'h da veuziñ mesfeterien

1499
Daveenn : LVBCA p36, 49, 143, 178 (sac a noier maulfaicteurs)

beuziñ

1499
Daveenn : LVBCA p36 (noyer)

beuziñ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg abysmer, noier

beuzet

1732
Daveenn : GReg pg abyme

beuzet gant an daeloù

1732
Daveenn : GReg pg baigne(ée de larmes)

beuziñ

1732
Daveenn : GReg pg abyme

It da veuziñ ur re bennak eus ar c'hizhier-se.

1850
Daveenn : GON.II p.77, "Allez noyer quelques-uns de ces chats-là."

Tri-ugent kêr a zo bet beuzet eno gant ar mor.

1850
Daveenn : GON.II pg beûzi (Il y a eu là soixante villages submergés par la mer).

beuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg beûein (Voyez "beûzi" : Noyer, faire mourir dans l'eau ou dans quelque autre liqueur. Inonder. Submerger. Se noyer, mourir dans l'eau ou dans quelque autre liqueur).

Ma n'en defe ket va bideviet e oan beuzet.

1850
Daveenn : GON.II pg bidévia (S'il ne m'avait pas accroché avec sa gaffe, j'étais noyé).

beuziñ

1850
Daveenn : GON.II pg beûein, beûzi (Noyer, faire mourir dans l'eau ou dans quelque autre liqueur. Inonder. Submerger. Se noyer, mourir dans l'eau ou dans quelque autre liqueur).

Sant Paol a lazhas pe a veuzas un aerouant bras e Enez-Vaz war a lavarer.

1850
Daveenn : GON.II pg aérouañt (Saint Pol tua ou noya, dit-on, un grand dragon dans l'île de Bas).

Arabat eo beuziñ ar c'hi bihan-se.

1850
Daveenn : GON.II pg beûzi (Il ne faut pas noyer ce petit chien-là).

Beuziñ a ray.

1850
Daveenn : GON.II pg beûzi (Il se noyera).

Mor a oa da dreuziñ / Ha poanioù da dec'het : darbet dezho beuziñ / El lec'h m'oa bet o lestr oc'h ar c'herreg torret, / Ar pevar den kaezh-mañ, o c'horf outo broustet, / A bakas douar d'o zreid en un enezenn vras.

1867
Daveenn : MGK p78

Tud zo hag a lavar : — « Ned eo netra ebet, / « Ur c'hrweg zo o veuziñ. » / Hag ur c'hrweg zo ur c'hi ! / Oc'h ur c'hi vez truez.

1867
Daveenn : MGK p141

Ha pa ve ar bed holl teuzet en e galon, / War gorre, enni c'hoazh, ve beuzet ur mor don.

1867
Daveenn : MGK p95

Neuze ne vent gwelet o vont d'en em grougañ, / D'en em veuziñ er mor, pe da en em lazhañ, / Da gas, en ur ziskouez n'o deus skiant na kalon, / O ene d'an ifern hag o c'horf d'ar c'hontron.

1867
Daveenn : MGK p67

— Filip, eme an Aotrou Breton, ar soudard a zo kouezhet er stêr hag a ya da veuziñ, deomp d’hen tennañ er-maez.

1877
Daveenn : EKG.I. p.304

Nemet kel lies gwech ma strivent da stlepel an dour er-maez, e teue tri c’hement all e-barzh, ma kinnige ar vag beuziñ bep taol.

1923
Daveenn : SKET p.109

Dis Atir r’e zevo, r’e vougo, r’e veuzo, r’e gaso da get, r’e skubo a ziwar c’horre an douar, r’e denno a-dre ar re vev, ra stlapo e gorf e kondonioù an douar, ra wano anezhañ, ennañ e-unan kerkoulz hag en e vibien, en e verc’hed, en e vevelien, en e chatal, en e vinvioù, en e barkoù, en e bradoù, en e goadoù hag en e zourioù !

1923
Daveenn : SKET p.27

Nemetos a reas lazhañ dre ar c’hleze holl gêriz gwitibunan ; diskaret e voe ar voger, pulluc’het an tiez gant kement a oa enno, beuzet pe vouget an holl loened.

1923
Daveenn : SKET p.129

Gwall reverzhi a veuz en he zreuz al ledenez kimbrek (Jutland) eus mor an Hanternoz d’ar mor Baltik hag a voe marteze pennabeg d'un darn Kelted da zivroañ [...].

1923
Daveenn : SKET p.148 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

beuziñ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beu(z)i

en em veuziñ

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beu(z)i

beuzi

1927
Daveenn : Geri.Ern pg beu(z)i

beuziñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

en em veuziñ

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXIV

E oa ur genseurtiezh Breizhiz vrudet, a anved Anatol ar Braz, Charlez Ar Govig, Loeiz Tiercelin, René de Kerviler, René Grivart de Kerstrad, Léon Durocher, o kinnig sevel ur gevredigezh nevez gant un anv nevez : 'régionaliste' ; ar gevredigezh-se a vije badezet « Union Régionaliste Bretonne », he mennozh : saveteiñ Breizh a oa o vont da veuziñ evel gouenn ha bro ; saveteiñ war un dro ar yezh en ur adlakaat en enor an teatr pe c'hoariva poblus.

1944
Daveenn : EURW.1 p65

O daou asambles. — « C’hwi a zo kaoz mar deo ["mard eo"] aet Herri d’en em veuziñ. »

1944
Daveenn : ATST p.60

« Chesus ["Chezuz"] ! emezañ, ur gwalleur a zo c’hoarvezet ! Lom a zo o veuziñ !… »

1944
Daveenn : ATST p.108

Barn a rez, hep gouzout. Rak biskoazh n'eo bet dalc'het ganit war da zaoulin ur vuiañ-karet, ha te ouzh he cherisañ, ouzh he strizhañ, o teuziñ hag o veuziñ, hag o vezviñ, e plijadurezh ar pokoù, e bam da ene, betek koll da skiant, diwar re levenez.

1949
Daveenn : SIZH p.57

Teod wiber ma c'harabasenn, / War-zu un islonk leun a euzh, / En deus ma stlapet er gasenn / Am spouron mantrus hag am beuz.

1960
Daveenn : PETO p43

Hag un aberzh ken erezus / A vo gouest d'Ho paeañ, Jezuz, / Eus an dle ' zo war ma anv / Hag am beuz evel al lanv ?

1960
Daveenn : PETO p77

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial