Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. ar gwiadoù) 1. Pleg, darn traoñ ur pezh danvez pe zilhad a ra an dro anezhañ war an daou du evit mirout outañ a zishiliañ. Un tamm voulouz e-giz bevenn ouzh he sae. [1955] Ur pennad goude, ha setu ni dija o ruzañ e-kreiz ur rakkêr baour ha mezhus a-walc’h rak kement kêrbenn a zo, Pariz koulz ha Berlin, a laosk ar seurt reputailhoù war doull he dor, evel ur goantenn stipet en he c’haerañ hag a gredfe en em ziskouez gant manegoù toull ha gant kailhar war vevenn he sae. & Trl. skeud. Ar vevenn ne dalvez ket ar vezherenn, [1850] gwazh eo ar vevenn eget ar vezherenn : ne dalvez ket ar boan, n'emañ ket ar pal diouzh ar riskl, diouzh ar boan a vefe ret lakaat evit e dizhout. 2. Dre heveleb. Pezh lien a lakaer war ur gouli. [1954] Un dro bennak e tegouezhas da Fañch bezañ dornet e giz-se, ha pa zeuas da Grec’h Eliez al [L]un ar beure, bez’ oa e-dro d’e fri-koad ur vevenn lien staget gant spilhoù hag ur pennad gloan du : ur paotr brav, pa lavaran deoc’h ! II. A. 1. Dre heveleb. Linenn a ra an disparti etre div dachenn, daou dra stok-ha-stok. Erruet war bevenn e zouaroù e chomas a-sav. Bevenn ur yezh. [1955] E Polonia, koulz hag e Rusia Wenn, a-hed ugent pe hanter kant lev hag ouzhpenn, e verzen a bep tu d’an tren ur gompezenn hep bevenn na bonn, gant netra warni, na menez na traonienn da zihuediñ al lagad pe ar spered [...]. HS. gwrimenn. 2. Rann bellañ ma echu un ec'honenn, ur c'horreenn. Bevennoù ar bed. & Dre skeud. Ar garantez n'he deus na ment na bevenn : ne c'hall ket bezañ muzuliet, prizet. HS. glann, harz. B. Dre skeud. Poent pellañ na c'hall ket pe na zle ket un obererezh, ul levezon bnk. mont en tu all anezhañ. Kresket o doa dreist d'ar bevennoù reizh galloud ha pinvidigezh o foblad. Labourat er bevennoù lakaet gant al lezenn.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

bevenn

1499
Daveenn : LVBCA p36 (lisiere de drap ou de toile)

bevenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lisiere

bevenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg béven

ar vevenn

1699
Daveenn : Har. pg an, bevenn (la lisiere)

bevenn

1732
Daveenn : GReg pg [drapeau] (la litiere qui est par dessus le lange)

bevennoù

1732
Daveenn : GReg pg [drapeau] (la litiere qui est par dessus le lange)

bevenn

1732
Daveenn : GReg pg borne (limite)

ober ur vevenn da

1732
Daveenn : GReg pg borner (terminer un champ, une province)

bevennoù

1732
Daveenn : GReg pg borne (limite)

graet ur vevenn da

1732
Daveenn : GReg pg borner (terminer un champ, une province)

bevennoù

1732
Daveenn : GReg pg [drapeau] (la litiere qui est par dessus le lange)

bevenn

1732
Daveenn : GReg pg [drapeau] (la litiere qui est par dessus le lange)

bevenn

1850
Daveenn : GON.II pg béven (En Vannes), pg béouen (Voyez "Béven").

bevenn

1850
Daveenn : GON.II pg béven (lisière, l'extrémité de la largeur d'une toile, d'une étoffe. bord. frontière. limites. bornes), lézen, termen.

bevennoù

1850
Daveenn : GON.II pg béven (Lisière, l'extrémité de la largeur d'une toile, d'une étoffe. Bord. Frontière. Limites. Bornes. Pl.)

Gwazh eo ar vevenn eget ar vezherenn.

1850
Daveenn : GON.II pg béven (La lisière est pire que le drap).

War vevenn Bro-C'hall e chom.

1850
Daveenn : GON.II pg béven (Il demeure sur la frontière de la France).

bevenn

1850
Daveenn : GON.II pg béven (En Vannes).

bevenn

1909
Daveenn : BROU p. 206 (lisière ; ne se dit que des étoffes))

An Awenizien a c'hall dont en diabarzh ar c'hromlec'h e-pad ar Gorsedd digor, a-hed ar vevenn.

1909
Daveenn : REZI p. 6

Adalek glann ar mor Enezek ec’h en em led a-dreuz d’an holl Azia betek bevennoù reterel ar bed, e bro-Indez.

1923
Daveenn : SKET p.14

Adal ma ’z ae an heol da guzh edo pobl Vanos a-bezh gronnet el lec’h-se a-hed bevenn ar c’hoad.

1923
Daveenn : SKET p.60

Holl yaouankizoù gouenn Vanos eo a oa o teurel hedoù, evel gwenan, da bep nevez-hañv, war-du an Hanternoz hag ar C’hreisteiz, ar Reter hag ar C’hornog, o tudañ ar gouelec’h hag oc’h astenn a-vloaz-da-vloaz bevennoù ar Vroad (1).

1923
Daveenn : SKET p.67

Kement-se a badas ken na'z eas ar wrimennad ouelec’hioù o c’hourizañ ar vro-Wenn, war-bouez strishaat, ker moan hag un neudenn pe ur vlevenn-blac’h, ken na zeuas ar vevenn en-dro da zouar mibien Vanos da gejañ ha da vont en unan gant bevenn bro an diavaezidi.

1923
Daveenn : SKET p.76-77

Neuze e voe tremenet ar vevenn-se gant tri den krennbennek ha talfasok, o anv Dubis (Du), Oktos (Taer), ha Drukos (Drouk), mibien Marvon (Marv), Temillos (Teñval) ha Vailis (Fall).

1923
Daveenn : SKET p.77

"kement bev a zo" [...] Ivez "tra vev", "bevenn", "bevadenn".

1924
Daveenn : SKET.II p.118 « Geriadurig », "Tout être vivant".

bevenn

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bevenn

bevenn

1931
Daveenn : VALL pg bandage, bande, bord (d'une forêt, étoffe, etc.), bordure (d'un vêtement), borne (limite d'un empire, etc.)

Ar c'haniennoù-mor hol laka da soñjal, ur wech c'hoazh, e kanienn ar C'holorado, ma lamm enni ar stêr oc'h eonennañ a garreg da garreg, pe e stêrioù bras -Tsang Po, Irawaddi, Salwen, Mekong, Yang Tse- a zo o tilammat, war vevenn Tibed ha Bro-Sina, eus daskompezennoù uhel Kreiz-Azia da vroioù ar Reter-Pellañ dre vroioù hanterzianav pe beurzianav c'hoazh.

1943
Daveenn : TNKN p58

Treuziñ ‘rejomp un draonienn c’hlas, a red enni stêr ar Venny, a zo evel un harz, ur vevenn, etre Kembre kembraek, ha Kembre saozneget.

1944
Daveenn : EURW.1 p.117

Beg-ar-C’hraneg a zo un dorgenn uhel, uhel evel ur menez, war vevenn parrez Lotei, gant parrez Sant-Kouli en un tu, hag hini Gastellin en tu all.

1944
Daveenn : ATST p.43-44

Lod anezho a chomas e Breizh-Uhel, al lodenn vrasañ, hag ar yezh vrezhonek a gilas neuze dirazo betek ar vevenn m'emañ hiriv c'hoazh.

1944
Daveenn : EURW.1 p7-8

Digoret he doa Palmira trumm hec'h aveler e framm-olifant, ha, kent en em aveliñ, he doa spinet flour chink ar manac'hig gant bevenn ar seiz limestra.

1949
Daveenn : SIZH p.50

Karget e voe raktal war an daou lestr ur bern bitailh evit an dud kaezh-se : boestadoù boued a bep seurt, kasedadoù gwispid, pallennoù-gwele, liñselioù, tinelloù bras, traoù apotikerezh, louzoù, bevennoù hag all, kinniget diouzhtu gant uhelverourien ar gouarnamant, renerien ar Groaz Ruz hag ivez pinvidikañ aotrounez Martinika.

1954
Daveenn : VAZA p.94

Un dro bennak e tegouezhas da Fañch bezañ dornet e giz-se, ha pa zeuas da Grec’h Eliez al [L]un ar beure, bez’ oa e-dro d’e fri-koad ur vevenn lien staget gant spilhoù hag ur pennad gloan du : ur paotr brav, pa lavaran deoc’h !

1954
Daveenn : VAZA p.29

Kaset e veze dezhañ da lenn roll ar sonadeg hag alies e skrive war vevenn ar baperenn-se ar pezh a blijfe dezhañ klevout, da skouer kozh c’hoari-ganoù [c’hoariganoù ] evel Lakmé, Les Mousquetaires au Couvent, la Mascotte, Madame Angot, traoù krouet e-pad e yaouankiz, ha mousc’hoarzhin a raen o welout anezhañ o vommañ goustadik ar ment en ur vouskanañ emichañs a-gevret gant hor binvioù.

1954
Daveenn : VAZA p.152

Diskouez a rae ’ta Daniz n’o devoa ket c’hoazh ankounac’haet glac’har o zadoù er bloavezh 1870, pa glevjont e oa bet trec’het soudarded Bro-C’hall e kêr Sedan, hag an deiz warlerc’h [war-lerc'h] bez’ oa ur vevenn du-kañv en dro d’ar c’helaouennoù ma’z oa moulet warno ar c’heloù mantrus-se.

1954
Daveenn : VAZA p.156

E Polonia, koulz hag e Rusia Wenn, a-hed ugent pe hanter kant lev hag ouzhpenn, e verzen a bep tu d’an tren ur gompezenn hep bevenn na bonn, gant netra warni, na menez na traonienn da zihuediñ al lagad pe ar spered [...].

1955
Daveenn : VBRU p.40

Ur pennad goude, ha setu ni dija o ruzañ e-kreiz ur rakkêr baour ha mezhus a-walc’h rak kement kêrbenn a zo, Pariz koulz ha Berlin, a laosk ar seurt reputailhoù war doull he dor, evel ur goantenn stipet en he c’haerañ hag a gredfe en em ziskouez gant manegoù toull ha gant kailhar war vevenn he sae.

1955
Daveenn : VBRU p.46

BONN : harz, bevenn

1955
Daveenn : VBRU p.190, gerioù tregeriat rik

Eus ar c'hap Esteiras ez an etrezek kap Santa Clara, hag a zo an hini a verk bevenn tu norzh pleg-mor ar Gabon.

1985
Daveenn : DGBD p110

Ken pouezus all eo prederiañ en ur mod hiniennel ivez, evit gouzout e pelec'h e lakaer ar vevenn subjektivel a zisparti ar stourm feuls diouzh ar stourm difeuls.

2015
Daveenn : DISENT p61

Evel ar roudennoù evit ar motoioù-erc'h, merket o bevennoù gant bizhier en erc'h, e kerzhe e vuhez dezhañ dre he hini, un amkan hag ur pal a oa gantañ.

2023
Daveenn : DREAM p.21

Ofis publik ar brezhoneg