1. Gwechad kignat.
2. Gouli da heul kignat ar c'hroc'hen.
Un tamm kignadenn n'eo ken. Kignadennoù leizh e benn.
[1954] [...] met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.
3. Dre ast.
Gouli dister.
Graet e voe e stal dezhañ hep ur gignadenn evidomp. Distro e voemp a-raok an noz hep namm na kignadenn.
HS. krabisadenn.
Daveenn :
GON.II
pg kiñaden (J'ai une grande écorchure au bras).
kignadenn
kiñaden
1850
Daveenn :
GON.II
pg kiñaden (Ecorchure, enlèvement de la peau dans une partie. Excoriation).
kignadennoù
kiñadennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg kiñaden (Ecorchure, enlèvement de la peau dans une partie. Excoriation. Pl.)
Petra 'n dra-se, emezañ ? - Netra ! Ur gignadenn
Petra 'nn dra-ze, me z-han? Netra ! - eur gignaden.
1867
Daveenn :
MGK
p8
Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerzh an hañv da dennañ aleshont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.
Tapet am eus pleg koulskoude warlene e-kerz an hañv da dennañ alesont ar pep gwashañ, met Doue ha me a oar pet bragoù am eus difindaonet, ha gwelloc'h eo ganin tevel war ar skrapadennoù, ar c'hignadennoù ha dreist-holl war an drein em daouarn.