Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Adv. Bep gwech. Taget e vezan bewech gant an ibil-mañ ! Bemdez ez ae da besketa ha bewech e rae tro wenn. 2. Tr. stl. isur. [2015] BEWECH MA : bep gwech ma. Dont a ra davedon bewech m'er galvan. [2015] Bewech ma kleven trouz.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

bep wech

1732
Daveenn : GReg pg chaque (fois)

bep wech

1732
Daveenn : GReg pg chaque (fois)

Ha bewech ma tistroen gant an danvez e veze ur baperenn all, a gemenne din e zaskoriñ peogwir ne oa ket pur, hag un urzhiad nevez a oa evit ur pourvezer all.

2012
Daveenn : DJHMH p.65

Bewezh ma kleven trouz treid o tiskenn gant an diri ha ne oant ket e re e lavaren ouzhin-me piv eo honnezh c'hoazh en deus degaset gantañ. Gwezhioù 'zo em beze truez oute, ha gwezhioù all e soñjen, mat zo bet graet dezhe, stranelled maz int, klasket o deus ha bet o deus.

2015
Daveenn : EHPEA p75

Bewech neuze e vo embannet gant ar strollad peseurt reolennoù a dalvezo e-pad an obererezh. Da skouer : "ne vo ket kunujennet an enebourien" pe "sammañ kiriegezh a reomp ma vez ret da stourmerien zo troc’hañ ar roued-orjal evit mont tre en dachenn soudard".

2015
Daveenn : DISENT p66

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial