Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(war-lerc'h ar merkoù gour unan "am/em" pe lies "hor") I. DISPRED. Furm eus ar verb endevout e kentañ gour en doare-divizout a-vremañ. [1732] Me am beze karet. [1732] Me am beze bet. [1732] R'hon beze bet. HS. befe. II. BREMAÑ Furm voas eus ar verb endevout en amzer-dremenet ledan. [1960] Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazhed an hoc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezhomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

r'hon beze bet ; r'ho peze bet ; r'o deveze bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (que nous eussions eu ; que vous eussiez eu)

me am beze bet; te ez peze bet ; te az peze bet ; eñ en defe bet ; eñ en devez bet

1732
Daveenn : GReg pg avoir (j'aurois eu ; tu aurois eu)

me am beze karet

1732
Daveenn : GReg Rakskrid (j'aurois aimé)

Hennezh a veze noz-deiz o redet a-hed an aod.

1878
Daveenn : EKG.II p.185

Ur meurzhvezh, mintin-mat, ec’h en em gavas, e Lopreden, un trafiker amann a Vontroulez, a veze bep Meurzh e marc’had Kastell, hag a anaveze mat ar c’here.

1878
Daveenn : EKG.II p.304

Laerezh kuzhiadenn [avaloù] unan all, mar beze gallet.

1944
Daveenn : EURW.1 p25

Kaer am beze gwinkal ha difretañ, graet e veze din 'ta lonkañ hep sellout berr, ha kement hag ober plijadur d’am zintin, ur bern moc’haj, blaz an diaoul warno, ha na raent na droug na vat d’ur bugel ken yac’h ha den.

1954
Daveenn : VAZA p.36

Gwechall, a-raok ar reuz, hor beze an deog / Ha, pa lazhed an hoc’h, e roed deomp hon lod. / Ha nep ezhomm, 'vit-se, da gaout an tredeog.

1960
Daveenn : PETO p32

Selloù du am beze diganto, diwar o fae, dreist ar voger

1992
Daveenn : EAZB p. 103

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial