Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Terenn goar en ur ruskenn, tamm koar. An diaz ag ar goarenn. Ur goarenn mel. & Trl. kv. Bezañ bouk evel ur goarenn : bezañ bouk-kenañ. Luc'hañ evel ur goarenn : luc'hañ kenañ. [1954] [...] hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ. 2. Dre skeud. Den pilpous, klufan. Un treitour, ur goarenn hag un den da zisprizañ.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

koarenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tourteau (de cire)

koarenn

1732
Daveenn : GReg pg cire (ouvrage d'Abeilles)

koarennoù

1732
Daveenn : GReg pg cire (ouvrage d'Abeilles)

koarenn

1850
Daveenn : GON.II pg koaren (Pain de cire).

koarennoù

1850
Daveenn : GON.II pg koaren (Pain de cire. Pl.)

Emañ an horolaj o paouez tintañ un eur goude hanter-noz [hanternoz] ; digor eo war hec’h hed dor ar gambr ; krenañ a ra ur goulou e-tal ar gwele ; gwelout a ran va mamm, kizennoù he blev melen-aour peget gant ar c’hwezhenn [sic, c'hwezenn] ouzh he zal, he daoulagad ken glas, ken bev gwechall, ha bremañ dilufr, sanket don en o foull, hag ur struj warni, va Doue ! gwennoc’h eo eget ar goarenn wennañ ; perak eo deut da vezañ kastiz ha da goazhañ ken prim ?

1954
Daveenn : VAZA p.45

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial