Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an traoù) Zo bet ub., udb. ouzh e gontammiñ. O saezhioù kontammet. Darc'haouiñ ur speg kontamet. & Dre ast. Fall evit ar yec'hed. O skevent n'int ket evit gouzañv pell amzer uzien kontammet ar seurt kêrioù. 2. (db. an dud, al loened) Klañv diwar gontamm. E c'har bet toullet gant tachoù merglet a oa kontammet. Kontammet on, binim an droug zo silet ennon. Ur c'hi kontammet : ur c'hi zo klañv gant ar gounnar. 3. Dre skeud. Bet dindan ur gwall levezon. Barnerien vrein ha kontammet. Ur vammenn gontammet.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

kontammet

1924
Daveenn : SKET.II p.122 « Geriadurig », "Empoisonné".

A bep tu e savo diwallerien an draonienn, hag an daredoù kontammet diouto az kourvezo marv-mik e strad da vag.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

O saezhioù kontammet a ziwaregont ouzh evn-roue an Deiz.

1924
Daveenn : SKET.II p.51

Gant grevusted ar fallentez / ' Zo dinodet eus laoskentez / Ma youl vreskig ha kontammet [,]/ Grit, m'Hoc'h asped, Aotrou Jezuz, / Oan ha Salver trugarezus, / Ma ne vo an Aberzh nammet !

1960
Daveenn : PETO p64

Pa vez c'hoant ober ur pesketaerezh druz, avat, evel d'ar mare bloaz-mañ, en em gemerer e-giz[-]all : kontammet e vez an dour.

1985
Daveenn : DGBD p160

Kontammet eo bet gant kegid.

2015
Daveenn : EHPEA p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial