Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Gwechall Domani a gemere ar piaouer anezhañ al lesanv a gont. 2. (e Breizh-Veur hag e broioù all) Pastell-vro a glot gant ul live melestradurel. DHS. departamant, rannvro. & Dre ast. Pastellad votiñ. Div gontelezh a voe kollet gant ar virourien er wech-se. DHS. kanton.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

"kontelezh" gg.

1923
Daveenn : SKET p.165, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Comté".

Evel-se eo : "Wear", kontelezh Durham Bro-Saoz, a c’houlenn en e raok un henfurm "Visuria" a zo ivez henanv ar Weser, en Alamagn an hanternoz, hag ar Vesdre, er Veljig (1); "Weaver", stêrig eus kontelezh Chester, "Waver", stêrig eus kontelezh Cumberland, a ziskouez dont an eil hag egile eus un henfurm "Vebros", diwarni en Alamagn an hanternoz "Wipper", anv teir stêr a Dhuringe hag un adstêr d’ar Roen etre Düsseldorf ha Deutz (2).

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Keferata ouzh "Trisantôn" e skridoù Ptolemaios en IIvet kantved goude H. S., "Treanta" e Beda, VIIvet, VIIIvet kantved, "Trient" en ur c’heñveriadur-gerioù latin-brezhonek eus an Xvet kantved ; hiziv e saozneg "the Trent", stêr a Vro-Saoz, kontelezhioù kreiz ar vro.

1923
Daveenn : SKET p.144 "Taolenn-amzeroniez evid istor ar Gelted".

Tu ar C'hornog, avat, a oa diaesoc'h mont ennañ, en deus gellet mirout ar yezh skosek, kar-nes d'an iwerzhoneg, ha kar pell a-walc'h d'ar brezhoneg, komzet gant 3% hepken eus ar Skosed e 1930, met gant 34 da 55% eus an dud a zo o chom e pemp pastell-vro (kontelezhioù) ar Gwalarn.

1943
Daveenn : TNKN p48, notenn 59

Lord Castletown of Ossory, aotrou Doneraile, e kontelezh Kork, hon ostiz, a oa ur gwaz a c'hwec'h troatad ment, gant ur penn hir : ret e veze dezhañ stouiñ e chouk a-benn komz gant an dud mentet krenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.184

Ha neoazh, aon en doa. A-wechoù, p'en em gave en e genkiz bras en Nottinghamshire, o tegemer ar baotred yaouank kran eus e renk a oa e gompagnuned pennañ hag o sebezañ ar gontelezh a-bezh gant moed gadal ha splannded dispar e zoare bevañ, e tileze e gouvidi a-greiz-holl hag e tistroe da Londrez a-benn-herr evit bezañ sur ne oa ket bet stoket ouzh an nor hag e oa c'hoazh al livadur en e blas.

2015
Daveenn : POLDG p. 223

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial