Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Oberiañ kerdin. 2. Dre ast. Gweañ, plezhañ. Evit ober kevell e vez ret kordañ gwial. Mari a oa o kordañ he blev. B. Dre skeud. Lonkañ. Ar roñfl a gorde boued, un eston. HS. floupañ. II. V.k.d. KORDAÑ GANT. A. (db. an dud) 1. Sevel a-du (gant ub.). Me a rank gouzout gant piv e kordit. 2. Trl. Ne gord mann gantañ : kement a ra a dro da fall. B. (db. an oberoù) 1. Klotañ (gant udb.). Lakaomp hon oberoù da gordañ gant hol lavaroù. Mennozh Yann a gorde tre gant ma hini. & (impl. ent krenn alies) Klotañ an eil gant egile. Ne gorde ket o zestenioù. Diouzh ali an dud a vicher e korde ar mouezhioù. 2. Trl. Kordañ gant al labour : labourat start. Kordañ a rae da vat gant al labour. & Ent krenn Kordañ 'rez ! DHS. kiañ, korfañ, lardañ, lopañ. III. V.g. Skoulmañ. Un ounner yaouank a oa deuet he bouzelloù da gordañ. & Dre ast. Hopal a rae ken e korde gwazied he gouzoug. IV. V. rag. EN EM GORDAÑ. 1. V. kenem. En em glevet. Aesoc'h e vo en em gordañ. It da gentañ d'en em gordañ gant ho preur. 2. V. em. Daoudortañ. Tud oc'h en em gordañ gant ar boan hag o youc'hal.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Amañ, n'anavezen den ebet koulz lavarout, nemet tiegezh ar Gagien, hag ar C'havalier-se, a oa un divroad, un estrañjour ; daoust ha kordañ 'rafe hon temzoù ?

1944
Daveenn : EURW.1 p78-79

-« Dilhad Breizh, emezon-me, a ya kuit. Perak ? Abalamour n'o deus ket gouezet ar gemenerien kordañ gant an amzer nevez, hag o deus dalc’het da wriat danvez pounner, evel daou c’hant vloaz ‘zo. Ret e vo kemmañ, pe ar gwiskamantoù a vo dilezet gant ar yaouankiz. »

1944
Daveenn : EURW.1 p.129

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial