1. Son skiltr pe skiltroc'h taolet gant ar vouezh diwar ur fromadenn, ur spontadenn, ur boan pe evit bezañ klevet a-bell.
Leuskel ur griadenn, kriadennoù. Ur griadenn skrijus, skiltr(us).
2. Kriadenn-forzh : kriadenn ub. o c'helver dont war e sikour.
HS. kri-forzh.
Daveenn :
GReg
pg exclamation (élévation de la voix pour témoigner quelque surprise)
kriadenn
cryadenn
1732
Daveenn :
GReg
pg exclamation (cri de joie, de douleur, de désir, ou de peur)
kriadenn
kriaden
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg kriaden (le même que "krî").
Unan anezho, o sellet pishoc’h, a welas ur renkad levrioù ha n’edo ket a-renk gant ar re all : chachañ a reas war ar plankenn edo al levrioù warnezhañ, hag e laoskas ur griadenn.
Unan anezho, o sellet pisoc’h, a velaz eur renkad levriou ha n’edo ket a renk gand ar re-all : chacha a reaz var ar plankenn edo al levriou varnezhan, hag e laoskaz eur griaden.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.14
P’edont o tistreiñ, e klevjont ur griadenn, mes ne weljont den ; ar soudard a rede war o lerc’h a yoa evel teuzet.
P’edont o tistrei, e klefchont eur griadenn, mez ne velchont den ; ar zoudard a rede var ho lerc’h a ioa evel teuzet.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.304
Distreiñ a ris, izelaat a ris va gouloù, plegañ a ris va fenn da sellet... hag e laoskis ur griadenn, ur griadenn skrijus !...
Distrei a riz, izellaat a riz va goulou, plega a riz va fenn da zellet... hag e laoskiz eur griadenn, eur griadenn skrijuz !...
1878
Daveenn :
EKG.II
p.52
Mont a raen er c’hiz-se war-zu an iliz, ha, pa gleven an avel o sourral kreñvoc’h, pe ur griadenn skiltrusoc’h o tont eus a di Bielon, e chomen a-sav, ec’h en em eeunen sonn ouc’h [ouc’h] an ti evel pa vijen bet ur maen-benerezh lakaet er voger gant ar mañsoner.
Mont a rean er c’hiz-se varzu an iliz, ha, pa gleven an avel o sourral krenvoc’h, pe eur griadenn skiltrusoc’h o tont euz a di Bielon, e chomen a za, ec’h en em eeunen sounn ouc’h an ti evel pa vichen bet eur mean benerez lakeat er voger gand ar mansouner.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.116
Diwar an aod e teue ivez betek enne kriadennoù ar re a oa eno mesket gant re an daou baourkaezh maleürus.
Diwar an ôd e teue ive beteg enne kriadennou ar re a oa eno mesket gant re an daou baour kêz maleürus.