Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. A. (db. an dud) 1. Reiñ ur griadenn, kriadennoù da glevet. Klevet a raen krial ha youc'hal. & Krial a-bouez-penn, a-bouez e benn : krial uhelañ ma c'haller evit bezañ klevet. 2. Krial forzh : gelver ub. da zont war e sikour (pa vezer taget prl.), ha, dre ast., krial a vouezh uhel-kenañ. 3. Leñvañ. Ar re a lez bugale da grial en o c'havell. DHS. garmiñ. 4. Gouelañ. Ma daoulagad ne baouezont ket o krial. 5. Trouzal, pa reer anv eus ar bouzelloù. Krial a ra ma bouzelloù. HS. soroc'hal. B. (db. an evned) Reiñ kriadennoù skiltr da glevet. Klevet e veze an evned bihan o krial en neizh. C. (db. an traoù) Trouzal. An dornerezioù o krial. An ahel a grie. II. V.k.d. 1. Krial ouzh ub. : e c'helver. Unan bennak zo o krial ouzhoc'h. HS. hopal (da), huchal (da). 2. Krial war-lerc'h ub. : diskouez e zisplijadur e-keñver ub. Atav e veze-hi o krial war-lerc'h ar wazed. 3. Krial war (ub., ul loen bnk.) : lavaret (udb.) a vouezh uhel. Bepred e kri àrnomp karet hon nesañ. Bep an amzer e kleved e vouezh o krial war e gezeg. Krial a reas warnañ : chomit a-sav ! III. V.k.e. 1. Rouez Gelver. Kri anezho en ti ! 2. Ezteuler ur santad bnk. dre ur griadenn pe meur a hini. Hag ar beajour da grial joa. 3. (dirak un av.) Lavaret (udb.) a vouezh uhel. Ar mestr a gri boueta al loened.

Skouerioù istorel : 
43
Kuzhat roll ar skouerioù

Neuze Maksentius evel un den kollet gantañ e skiant a deuas a un vouezh terripl da grial en un lavaret[: «] O ! Me mizerapl ha reuzeudik [! »]

1576
Daveenn : Cath p22

krial

1659
Daveenn : LDJM.1 pg criall

krial

1659
Daveenn : LDJM.1 pg crier, huer (quelqu'vn)

krial war

1659
Daveenn : LDJM.1 pg inuectiuer (contre)

krial

1732
Daveenn : GReg pg crier (élever sa voix avec violence) (parlant des petits enfants)

kriet harao war ur re

1732
Daveenn : GReg pg haro (Crier haro sur quelqu'un, le huer, pp.)

krial a-bouez-penn

1732
Daveenn : GReg pg crier (à pleine tête)

krial forzh

1732
Daveenn : GReg pg crier (à la force)

krial gant souezh, pe gant glac'har

1732
Daveenn : GReg pg (s') écrier

krial a ran ouzoc'h va Doue, eus a oueled va c'halon

1732
Daveenn : GReg pg (je m') écrie (vers vous, Seigneur du profond de mon coeur)

krial harao war ur re

1732
Daveenn : GReg pg haro (Crier haro sur quelqu'un, le huer.)

kriet

1732
Daveenn : GReg pg crier (élever sa voix avec violence)

kriet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kria, krial (Crier, jeter un ou plusieurs cris. Part.)

Kaer em eus bet kriañ, n'en deus ket va c'hlevet.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kria, krial (J'ai eu beau crier, il ne m'a pas entendu).

krial

1850
Daveenn : GON.II.HV pg kria, krial (Crier, jeter un ou plusieurs cris).

Krial a rae ma voa un truez [sic, druez] !

1867
Daveenn : MGK p134

Kaer en doe an den-se krial a-bouez e benn, an dud hep ober van, aet o skiant da donenn, 'selle a-gleiz, a-zehou : nouspet hini 'welas o chom sonn o fennoù, 'vel peulioù ur c'harr bras en-dro da vugale 'voa eno o c'hoari.

1867
Daveenn : MGK p2

Unan (kollet e ranke bezañ e skiant-vat gantañ) a savas un dervezh, en un iliz, e kador ar wirionez, hag ac’hano e krias a-bouez e benn, ar c’homzoù spontus-mañ : « O Doue, ma out e gwirionez Doue, frik ac’hanomp gant da dan foultr ! »

1877
Daveenn : EKG.I. p.155

Evel am beus lavaret deoc’h, ar soudard, en ur zont war o lerc’h, a grie warnezho chom a-sav.

1877
Daveenn : EKG.I. p.304

Kerkent ha ma voent en em gavet en ti Kivoron a grias ouc’h ar Prat : — Digas deomp amañ, Frañsoa Prat, pep a vanne, ha pep a vanne sonn. Hasta buan, rak me n’em eus ket a amzer. Hag en u[l] lavaret se, e reas ul luchadenn ouc’h ar Prat.

1877
Daveenn : EKG.II p.220

Krial a rejont war an hini a yoa e-barzh en ur lavaret dezhañ dont er-maez da evañ ur banne ganto, rak achu [e] oa an "enteramant", a-walc’h a zismegañs o doa graet war Landregeriz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.32

E-pad m’edo o votounañ e vragez buanañ ma c’helle, e krie : — Kemerit hoc’h amzer ur pennadig bihan, me a ya da zigeriñ an nor deoc’h dioc’htu.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

Selaou, te, breur divat, / Breur difeiz ha diboell, / Krial a ra va gwad / Evel hini Abel, / Veñjañs en da enep, / A-enep da zisfeiz, / Betek tron an aotrou Doue.

1878
Daveenn : EKG.II p.248

Atav e kleven krial ha youc’hal war-zu Keryann ; n’eo ket an dra-se a rae aon din ; mes kaout a rae din e kleven ivez atav kaozeal goustadik en-dro din, en tu bennak, hep ma ouien e pelec’h.

1878
Daveenn : EKG.II p.23

O voustrañ dezhi he genou gant e zorn d’he herzel da grial e talc’has anezhi evel-se flastret ken n’o dije e vreudeur kaset da benn o zorfed.

1923
Daveenn : SKET p.103

Na padal ma welas ar baotred el liorzh, hag eñ da grial, diwar-bouez e benn : — Al laer ! al laer !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Hag a-greiz an nebeutañ a-wechoù, keit ha ma veze o soñjal evel-se en e stad, alies en netra : — « Bilzig ! Bilzig ! a grie warnañ Mad[a]len pe Yannig, Bilzig, ar vuoc’h a zo o laerezh !… » [...].

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 42, p.974-975 (Even 1924)

— Mat ar per, paotr ! Mat ar spezard ! Mat ar c’hastrilhez ! — Ro deomp pep a hini, Jojo ! eme Bilzig. — Taol dezho pep a hini, a grias Olier da Jojo, pep a hini ! — Dal ! Ha Jojo a stlapas ur vozad da Vilzig. Roet a zo bet dezho ivez un toullad spezard, ha da Vadalen ur c’hodellad kastrilhez.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

Hag holl evurus, ankouaet gante o laeroñsi, ha trefuet, krial a raent, ha c’hoarzhin ha skrijal ! Kement ha ker bihan, ken ma deuas ar sakrist kozh, hanter vouzar koulskoude, d’o c’hlevet.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.865 (Miz Meurzh 1924)

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Me a dizho ac’hanout, Bilzig, me az tizo, Bilzig ! a grias warnañ Yann. Me a baeo dit da veskl, marmouz fall, mic’hiek !

1925
Daveenn : BILZ2 p.143

krial a-bouez-penn

1931
Daveenn : VALL pg brailler

Ar vugale, hag o doa lennet e Cymru ‘r Plant ma nevezentioù ha ma c’heleier a Vreizh, gant poltredoù ha skeudennoù (bloavezhioù 1897-98-99) a grie a-bouez o fenn « Hourrah, Hourrah », hag a dostae ouzhin da ginnig din o daouarnigoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.123

A-benn ar fin, tomm mat e veze da veur a gokenn, ha pa ranke ar ganfarded-mañ skarañ kuit war-dro nav eur, alies e save er vourc'h mesk ha kann ken ma findaone, ken ma stage hini pe hini da grial forzh e vuhez.

1954
Daveenn : VAZA p.29

Daoust ha ma klaske repu en he c’hambrig, eviti da stouvañ he divskouar [sic, divskouarn] hag he fenn kuzhet ganti dindan ar pallennoù[-]gwele, bepred e stage da zifroñkal ha da grial forzh he buhez adal ma kleve an tennoù o strakal.

1954
Daveenn : VAZA p.188

Ur Gwener, da vare koan, e vanas souezhet an dimezell Brenchereau dre ne baoueze ket ar mitizhien da grial e toull an draf ma veze degemeret ar pladoù drezañ : Et un ormeau pour un !… Et un ormeau pour deux, deux !…

1954
Daveenn : VAZA p.177-178

P'edo hor bag o tistokañ diouzh al lestr war lerc'h hini an admiral, en devoa kriet warnomp ar c'hentañ-mestr "sako", dre warizi, pe marteze evit ober goap : "Brav eo d'an ebestel-mañ p'emaint o vont da welout plac'hed koant, gwragez, ha merc'hed Abd n'ouzon ket petra an diaoul, met diwallit, jaloded, da fistilhat re dost d'an ebeulezed-se : anez-se e vo graet un tamm krennañ deoc'h el lec'h m'ouzoc'h !"

1954
Daveenn : VAZA p.135-136

Faezh e oa Soaz Sapeur o krial warnon : « Jarl, tremen poent eo dit mont da gousket, rak sevel abred az po d’ober warc’hoazh ! » Met chom a raen bepred el lanneg, difiñv, dilavar, warnon trugar al loargann, ha c’hoant am boa ken am boa da zastum dre dastorn un delienn, ur bluenn evn, ur vleuñvenn, forzh petra da gas ganin e koun eus Priel ha Krec’h Eliez.

1955
Daveenn : VBRU p.21

Distrafuilh, deoc'h e krian : Dao !

1960
Daveenn : PETO p78

Krial ha yudal a rae ar paourkaezh paotr, en un doare truezus, n'on ket gouest da avat da la[â]ret pe gant ar boan pe gant ar spont eo e rae kement-se ; moarvat ez eo dre ma rank unan bet flemmet gant un naer kaout kalz poan.

1985
Daveenn : DGBD p91

A-greiz-holl e welis neuz daou zen : unan bihan, o trotellat prim a-hed ar straed war-du ar reter, hag ur plac'hig, eizh pe zek vloaz dezhi marteze, o tont en ur redek ken buan ha ma c'halle eus ur straed kenserzh. Neuze, Aotrou, evel-just e stokas rust an eil ouzh egile e korn ar straed ; ha setu ma c'hoarvezads an dra euzhus : ar paotr, difrom, a varc'hellas korf ar plac'hig hag a lezas anezhi o krial war al leur.

2012
Daveenn : DJHMH p12

Evit echuiñ e choazer ur ger-kuzh da grial pa 'vez poan, koulz hag ul lugan da huchal evit derc'hel penn.

2015
Daveenn : DISENT p96

Krial a reas adarre met gant ar gorventenn e voe lonket he c'homzoù.

2023
Daveenn : DREAM p. 15

Ofis publik ar brezhoneg