1. A vezer losket, pe tanijennet gantañ.
Un avel leskidik. C'hwezigelloù leskidik war groc'hen an dud.
2. (db. an tan)
A zev traoù, zo nerzh dezhañ.
Tan leskidik.
3. (db. an traoù)
A grog aes an tan ennañ.
A bep seurt traoù leskidik a oa.
DHS. loskus
HS. helosk, tanidik.
4. Dre skeud. (db. an dud)
Bezañ leskidik war-lerc'h ub. : bezan mennet d'ober un droug bnk. dezhañ, d'en em veñjiñ anezhañ.
Peseurt mank am eus, pa'z out ken leskidik war ma lerc'h ?
DHS. arloupet, imoret.
Daveenn :
GON.II
pg leskidik (ce feu est bien ardent).
Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken disheñvel diouzh kened leskidik ha teñval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kentañ hag o hoalas dre an nevezted anezhi.
Hogen kened glan ha lugernus merc’hed Manos, ken dishenvel diouz kened leskidik ha tenval merc’hed o bro, o sebezas diwar an taol kenta hag o hoalas dre an nevested anezi.