Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Aspled war-c'horre ar bigi. Stlepel udb. dreist al listenn. Un taol-mor a begas ar vartoloded ouzh al listenn. [1924] Ha Gargam a roas un taol gwialenn, ha sec’h, war listenn ar vag. 2. Kael gelc'hiek pe garrezennek, ul leurenn dezhi prl., ma lakaer ur c'hrouadur en he c'hreiz evit na c'hallfe pellaat. 3. Trl. skeud. (db. ur strollad tud) Ober listenn : mirout ouzh tud a vont pelloc'h, o chom a-sav dirazo, e-giz ur gloued.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha Gargam a roas un taol gwialenn, ha sec’h, war listenn ar vag.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924).

Listenn

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1090 (Here 1924), Notenn 1 : "Rebord".

Bilzig a oa azezet hantergourvezet e disglav al listenn en avel, an daou vartolod all en e gichen, serret en o siraj.

1925
Daveenn : BILZ2 p.171

Tostaat a reas Kathrine ouzh al listenn. Pa stoue ar vag e wele ar mor eonennek dindani.

2023
Daveenn : DREAM p. 124

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial