E mezher du eus ar c’hentañ e veze graet kerkoulz-all kaerañ dilhad ar merc’hed, plac’hed yaouank pe wragez, ha zoken o zavañjer, kalz bihanoc’h eget an hini d’ar pemdeiz, met gant dantelezh e-leizh warnañ, lietennoù sked-disked, lagadennoù seiz pe voulouz ouzh pep godell : en ur ger, touet ho pije ne oa ket al liboudenn ouesk-se ur « fanfurluchenn » da vont gwech ha gwech all d’ur vadeziant, d’un eured pe d’ur prosesion, met un draig aozet a-ratozh da gas d’ur mirdi.
N’emaon ket e-sell da ganañ ur maronad dre gañv dezho, met n’on ket evit mirout da skrivañ un draig : gwalenn Doue a ranke bezañ war Alfoñs XIII, Karlos II hag e vab Manoël, Abd-el-Aziz, Nikolaz II ha zoken Porfirio Diaz, anez-se e vefe ret krediñ am eus lakaet da dreiñ gwell fall stad renerien ar bed ez eo degouezhet din tostaat outo.
An deiz kentañ goude koan, e teuas d’hor bete, ha war e lerc’h un ucher e vragoù berr, gant ur chadenn arc’hant en e gerc’henn ha dindan e gazel ur pikol bouestad segalennoù, ha sed amañ petra ’glevjomp diagnt e vestr : « Aotronez ker, emezañ, ho trugarekaat a ran a-greiz-kalon evit ur sonadeg ken dudius, hogen un draig am befe da c’houlenn diganeoc’h.
Evit va c’heloù-me, adal ma rankis studiañ ervat ar rusianeg ha peurwellaat va doare-distagañ, ez on bet harpet gant ar C’H ha meur a draig all en hon yezh, ha deut on a-drugarez dezho a-benn eus geriennoù ha lizherennoù ’zo na vezont kammed rannet evel m’eo dleet gant ur Gall pe ur Saoz.
Ha koulskoude sed amañ un draig hag e vefe mat kelenn da bephini [sic, bep hini], ha zoken d’ar jeneraled : Bez’ ez eus un neudenn diwelus o stagañ pep tra ar bed-mañ an eil ouzh egile e doare ma n’hell den moustrañ ur geotenn er prad hep gloazañ marteze ur steredenn gaer e pell-pellañ an neñvoù…
Traoùigoù hegasus
Da ziwezhañ ez eus fellet din komz diwar-benn an dra-se pa'z eo gwir ez eo alies ar goulenn kentañ a vez savet ouzhin, evel pa vije dastumet holl an oberenn veur-se en un draig aet "a-dreuz" e-kerzh ar savidigezh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
trainell