Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gwechad lonkañ. Evañ udb. en ul lonkad. Evañ a reas daou pe dri lonkad dour e kalon he dorn. Debret e voe en ul lonkad. Dre skeud. Ul lonkad avel : ur valeadenn er-maez. HS. lonkadenn.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

lonkad

1931
Daveenn : VALL pg avaler (ce qu'on avale d'un coup)

Allas, aet e oant kalz re frank gant ar sukr, ha darbet voe din teurel va c’halon gant ar c’hentañ lonkad da dañva, rak zoken ar gwenan a vez marteze heug a-wechoù gant ar mel.

1954
Daveenn : VAZA p.137

Fellout a ra din evañ ul lonkad eus ma banne kafe ha debriñ ur genaouad eus ma c'hornegenn rak en em gavout a ran skuizh-divi ha hanter gloaz eo ma malvennoù war ma daoulagad.

2015
Daveenn : EHPEA p.74

Ofis publik ar brezhoneg