ma
ma
Na bet oc’h-hu en pardon Sant-Yann-ar-Biz, pe en pardon Kernitron ? Ma ! ma n’oc’h ket bet, it, hag a welfet a bep seurt infamet…
ma !
Skignet e veze zoken skeudennoù flemmus-tre ma weled warno Fallières war e grabanoù o lipat botoù an Impalaer labezet a wad hag o lavarout d’ar pennoù[-]bras bodet e[n]-dro dezho, eskibien, admiraled, ministred hag all : « Ma ! blaz ar mel a zo ganto ! »
N’ouzon ket gant peseurt louzoù, gant peseurt pikadenn e reas e daol, met kalz [g]welloc’h en em gavas a-daol trumm ar glañvourez, ha kement hini a zeuas bete du-mañ ar [Y]aou a zisklêrie e-leizh e c’henou : « Ma ! frankaat a ra dezhi, ouzh a ra ! » - « Frankaat ? eme darn all, ya, mar karan, hag un tamm mat zoken ! »
Ma ! ha bremañ, evidon da vezañ ur c’hozhiad e varv gwenn, daoust ha ma tegouezh din ur wech an amzer klevout Paotr e Falc’h o lemmañ e venveg en-dro d’am gwele, n’on ket kennebeut all e-tailh da lardañ kalz drusoc’h va bara : gant se ’ta, foei war an diegi, an emvrud, ha dao dezhi !
Ma ! eme ar paotr, marteze a-walc'h on klañv peogwir e lavar din an doktor-mañ ez on; keit ha ma chomo digor va c'halon avat, ha divadinell va fenn, eo bihan an droug.
Ma, ya, soñjal a ran e oa eñ ! Sellit, eus an hevelep ment e oa ; ha dezhañ an hevelep kerzhded prim ha mibin ; ha neuze piv all en defe gallet dont tre dre zor an imbourc'hva ?
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
ma