Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Maen benet, e stumm un hirgarrezenn prl., lakaet a-blaen da c'holeiñ ar bezioù. Kizellet e oa ar maen-bez. [1924] Bilzig, deut soñj dezhañ en e vamm, ar vamm n’en devoa ket bet anavezet, a zic'hwriziennas ar yeot a guzhe he maen-bez, hag eviti en deus pedet a wir galon, ivez evit e dad, evit e vammig-kozh Marc’harid, hag evit e vamm Izabel. [1955] Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ !

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

maen-bez

1850
Daveenn : GON.II pg méan-béz (pierre tombale).

Ne voe kavet netra ; arc’hant an iliz, kerkoulz hag an traoù sakr, a yoa kuzhet er vered, ur mean-bez ouc’h o golo.

1877
Daveenn : EKG.I. p.255

Bilzig, deut soñj dezhañ en e vamm, ar vamm n’en devoa ket bet anavezet, a zic'hwriziennas ar yeot a guzhe he maen-bez, hag eviti en deus pedet a wir galon, ivez evit e dad, evit e vammig-kozh Marc’harid, hag evit e vamm Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 43-44, p.1026 (Gouere-Eost 1924)

Kentañ tro ma tichañsas din e welout e Landreger, e krogis da ganañ dezhañ ar mil seurt ruz hag ar peurrest, hogen da be vat ?... ne reas nemet skrignal keit ha ma krozen met pa stagas da douiñ war e blaen ne oa kiriek da netra, am boe fent d’am zro : « Va zad paour, emezon, heñvel oc’h ouzh ur maen-bez na lenner warnañ nemet gevier ha gevier. Ar c’hazh Bichegan ’ta an hini eo ez on bet flatret gantañ ! »

1955
Daveenn : VBRU p.7

Ofis publik ar brezhoneg