Brav e veze dimp-ni, sonerien, o vezañ ma tegouezhe dimp mont alies a-walc’h er maezioù da vale ha d’ober chervad, da skouer da di ur beleg yaouank bennak o kanañ e oferenn gentañ, d’ar pardonioù tro-war-dro, Priel, Lannuon, Pleuvihan, ar Sklaerder, kalz pelloc’h zoken, bete Lannolon, Goudelin ha Sant-Jili-ar-C’hoad, hag evel-just da brosesion sant Erwan.
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
maez-kêr