ur mailh
ar mailh
mailhed
Dougen ur banerad bleuñv zo aesoc'h, a-dra-sur, hag an aotrou Milin a zoug skañv ha brav ar re en deus kutuilhet tu-mañ, tu-jpnt e liorzhoù ar Varvailherien gozh, e liorzh Yann ar Feunteun, dreist ar re all. Hemañ e vestr, evel ma oa hini Gwezbriant, evel ma vezo patrom kement den a garo kemer skouer digant ur mailh n'en deus bete e bar ha ne gavo e neblec'h
mailhed
Ne dremene ket hep gouzout pegoulz en deveze d'ober gant ur mailh war hon yezh.
Met biskoazh n'on bet pennboufet gant al lorc'h war-zigarez ar c'hendegouezh-se, rak gallout a ra n'eus forzh piv dont war an douar deiz ganedigezh Jul Kezar, sant Erwan, Newton, Landru pe ar rouanez Mari-Antoneta, hep bezañ tonket evit kelo-se da vezañ ur brezelour dispar, ur sant hollvrudet, ur mailh war ar skianchoù, na, Doue da viro, da vezañ dibennet evel an daou all.
Skrivañ a ris 'ta d'ar rener, an Aotrou Farigoul, da c'houlenn digantañ penaos ha petra, ha kerkent all e respontas din e oa erru va lizher e koulz hag en amzer rak ezhomm en devoa eus un tabouliner dispar hag eus ur soner en em zibabje mat a-walc'h gant an trombonne ; dre un taol-degouezh, ar benveg end-eeun e oan bet ur mailh warnañ e kloerdi Landreger !
Soñj mat am eus, kel lies gwech ma ranke ar mailh ostiz-se pignal d’ar gambr vras da gas un toullad bannac’hoù d’an dud, diskenn a rae ur werennad all evitañ, ha kerkent ha klouket gantañ e dakenn rom en ur sevel gant an diri, floup ! hag ar werenn en e c’hodell.
Ar re-se, hag a oa mailhed d'en em dennañ er c'hoad a oa ivez mailhed da renkañ ha da gempenn o lochennoù a oa bet aozet ganto e doare bezañ daou rummad e pep hini.
Ar soner Spiridon Shishigin, ur mailh war ar c'hoari gimbard a vo klevet
Marteze ez eus ur bourbouter anezhañ met ur mailh eo war e vicher.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
mailh