Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gwalleur. Maleurioù bras zo c'hoarvezet. P'en devez un den ar maleur da vout ganet paour. & Tr. adv. Àr e valeur : evit e walleur, àr e wall. Hentiñ a reas, àr e valeur, ur gompagnunezh a zeuas a-benn d'e vreinañ. & Dre valeur : dre zichañs. & Trl. Maleur da ub. : gwa ub.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Na peseurt maleur a gouezh war ar re a zeu d'o zrañsgresiñ ? Buanegezh Doue ha damnasion eternel.

1622
Daveenn : Do. p30

maleur

1909
Daveenn : BROU p. 228 (quelques fois gwaleur)

— Ur maleur bras, aotrou person, eme Marc’harid… Janedig a zo marvet en noz-mañ… Janedig, Janedig Tangi… — A !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.809 (Miz Genver 1924)

Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lanurgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.

1944
Daveenn : ATST p.25-26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial