Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
12
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. 1. (db. an dud) Gwalleürus. Na maleürusat on-me ! Petra a ra deoc'h bezañ ken maleürus ? & Trl. kv. Maleürus evel ar mein : reuzeudik-tre. 2. Doanius, trist. En amzer maleürus-mañ. Maleürus e oa e damm doare. & Trl. Bezañ maleürus ober udb. : bezañ mantrus, trist e ober. Maleürus eo memes tra gwelet an amzer evel-henn. 3. (impl. da adv. pouezan goude pell) Kenañ. N'eus ket gwall bell-maleürus. II. Estl. Ger a implijer evit diskouez an estlamm, pa vez degouezhet ur gwalleur, ur gwall bnk.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

maleürus

1499
Daveenn : LVBCA p137 (maleureux)

[«]O pegen maleürus eo an re a ra enor d'an seurt doueoù-se, pere evit o gelver en nesesite ne c'hellont sikour den, nag e viret ouzh pirilh nag e sikour en e dribulasion[».]

1576
Daveenn : Cath p9

maleürus

1909
Daveenn : BROU p. 396

— Evurus, maleürus, eme Izabel dre he daeroù, unanet omp bet gant Doue, unanet e vevfomp hag e varvfomp !… Ha daeroù ar vugale, mesket gant daeroù ar vamm, a siellas an testeni.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.813 (Miz Genver 1924)

Diwar an aod e teue ivez betek enne kriadennoù ar re a oa eno mesket gant re an daou baourkaezh maleürus.

1925
Daveenn : BILZ2 p.144

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial