Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Bag pesketa, dezhi ur fard bihan, teir gwern hag ur wern-veg. [1877] [...] ar viskinenn Maris-Stella, — steredenn ar mor, — kabiten Jaouen, a save he eorioù eus a borzh Brest [...]. [1924] [...] oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Pemp dervezh goude-se, ur merc’hervezh, etre dek hag unnek eur eus ar mintin, sklaer an amzer ha tomm an heol, ar viskinenn Maris-Stella, — steredenn ar mor, — kabiten Jaouen, a save he eorioù eus a borzh Brest, hag a yae, gant an avel-draoñ, er-maez eus ar rad, dre greiz al listri a vrezel, hep ma teuas hini da c’houlenn diganti da belec’h ez ae.

1877
Daveenn : EKG.I. p.217-218

Na gwelet a rit-hu anezhe, en korf o roched, diarc’hen, o bragoù troñset gante betek o daoulin, o redek war an aod, o klask kontelleged, malkoned, tareleged, pe er poulloù-traezh, er vorlennoù oc’h ober redadegoù gant o bagoù : gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir gwernioù graet dezhe gant o zadoù.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 46, p.1088 (Here 1924)

Ur viskinenn a oa karget a heiz evit an Naoned : diouzhtu eo en em ginniget evit bezañ lakaet war ar roll.

1925
Daveenn : BILZ2 p.180

Gobiri, biskinennoù, goueletinier, teir-gwernioù a zo niverus, stag a-hed ar c'haeoù.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial