biziad
bez
pevare biz
ober biz
eil biz
da viz
bizied
biziad
biz-meud
biz liper
biz hirañ
biz bihan
biz
bez
biziad
biz
bizied
Kaset he devoa beg he bizied mistr divaneget d'he muzelloù, hag o astennet davetañ goude-se, prim.
Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...
Hag ar gwez ’ta, biskoazh n’am boa teurvezet teurel pled ouzh o mouezh ; da bep hini koulskoude e gan, disheñvel[-]krenn diouzh ar re all, hemañ d’ar pin, hennezh d’ar pupli, unan ouzhpenn d’an derv, hag holl en-dro din, ha zoken ar raden kras, ar balan hag ar gargal, o tasseniñ evel kemend-all a venveg [sic], a delenn [sic], dindan vizied diwelus ar soner dispar ma reomp dioutañ an avel…
Evidon-me, ar pezh am eus gwelet atav va labourerien nevez o souezhiñ gantañ eo e c'hellen, en ur ziskouez ul linenn gant va biz (gant harp ar c'hompas, anat eo) en em gavout el lec'h am boa dibabet war ur wazh-dour all bennak.
Ar sae-gambr a lakae anezhe da wiskañ. An hevelep hini e oa atav. P'he roe din da walc'hiñ em beze doñjer o stekiñ outi. Kemer a raen anezhi gant pennoù ma bizied hag he zeuler er gannerez.