Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. KORF. 1. Danvezenn blot ha druz zo e-kreiz an eskern a zo pouezus he roll e furmadur ar c'horfigennoù ruz. & Trl. skeud. Betek mel e eskern : penn-da-benn. Bezañ drouk betek mel e eskern. Breizhad e oa betek mel e eskern. & Na gaout mel en e eskern : bezañ gwan. 2. Empenn. Kurunet gant spern plantet betek ar mel. Dizoloet mel e benn. 3. Mel-askorn : mel (I 1). & Mel ar penn : mel-penn. & Mel-livenn : rann eus ar reizhiad nervel zo e kanol al livenn-gein. II. Dre skeud. (db. ar plant) Sapr. HS. bouedenn.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

mel

1659
Daveenn : LDJM.1 pg moelle

mel ar penn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg mel (ar pen)

mel an eskern

1699
Daveenn : Har. pg an, eskern, mel (moüelle des os)

Birviñ a ra ar mel en e eskern.

1850
Daveenn : GON.II pg mél

mel

1850
Daveenn : GON.II pg boéden, mél (moelle, substance molle et grasse contenue dans la concavité des os. substance molle dans le bois. en quelques endroits, on le dit aussi en parlant de la sève des arbres).

Ma tro diouto eo dre ma ’z eo an dud-se, e gwirionez, du ha drouk betek mel o eskern, daspugnet m’emañ en o c’hreiz kement gwallnamm a zigas kleñved, digened, dinerzhded, dizunvaniezh, dispac’h, brezel, sklavelezh, koll trevadoù, pore loened, kazarc’h, arne, kren-douar, dour-beuz, marv.

1924
Daveenn : SKET.II p.63

Skoet e vo gantañ neb a stoko outo e zorn e sell d’o c’has da get : deviñ a ray ar c’hig anezhañ beteg an eskern hag an eskern beteg ar mel.

1924
Daveenn : SKET.II p.6

Neuze e tleit gouzout, kenkoulz hag an holl ac'hanomp, e oa un dra bennak iskis gant an den-se - un dra bennak a lak da vezañ trejeboulet - n'ouzon ket mat , Aotrou, penaos lavarout, nemet e santit un dra sklas oc'h emsilañ betek mel hoc'h eskern.

2012
Daveenn : DJHMH p69

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial