Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bronneged karnek hollzebrer eus ar c'herentiad Suidae, o anv spesad Sus scrofa, a vev er c'hoadoù, dezho ur c'horf tev goloet a reun, ur moj hir, ha stilhonoù en o geol. Ar moc'h-gouez a vev a-strolladoù, nemet an tourc'hed kozh a vev en o unan. Mont da hemolc'hiñ ar moc'h-gouez. 2. Ent strizh Tourc'hed, gwizi, perc'hell hep lakaat kemm a-fet reizh. HS. gwiz-ouez, hoc'h-gouez, pemoc'h-gouez, porc'hell-gouez, tourc'h-gouez.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

moc'h-gouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg marcassin, sanglier

skilfoù ar moc'h-gouez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg armes du sanglier

toulloù ar moc'h-gouez

1732
Daveenn : GReg pg bauge (retraite des sangliers, & autres bêtes noires)

penn-moc'h-gouez

1850
Daveenn : GON.II pg houc'h (-gwéz)

moc'higoù gouez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pémoc'hig-gouéz (marcassin, le petit du sanglier qui suit encore la laie. Pl.)

P’en em gavjomp e Kergidu, e oa sioul an traoù, ne dregerne ken an draonienn gant ar youc’herezh, an tennoù fuzuilh hag an tennoù kanol ; n’oa den war vale e neblec’h ; ne weled nemet gwez dibennet, kleuzioù freuzet, parkeier turiet evel pa vije bet e pep hini kant penn-moc’h-gouez oc’h ober o ebat.

1878
Daveenn : EKG.II p.1-2

Paotañ a ra eno ar bleizi, a-gevret ganto e-leizh a c’houezviled all : arzhed, moc’h-gouez, oc’hen-meur, oc’hen moueek, kezeg, kirvi-meur, kirvi, demmed, yourc’hed, kizier-karvetaer, broc’hed, avanked, dourgon ha lern.

1923
Daveenn : SKET p.47

D’an daoulamm-ruz ez eas dezho ar moc’h-gouez ouzh o eilpennañ hag o zoullgofañ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

Eveljust [sic, Evel-just], ne oa ket Soaz Sapeur evit kas he filhor da stoupañ [sic, stoupa] pa c’houlenne diganti tra pe dra, ha gant ma ouien ober cher dezhi, prenañ a rae a c’hrad-vat [a-c’hrad-vat] c’hoarielloù a gouste e tu-hont d’ur real ‘met pevar gwenneg, da skouer ur wareg gant ur c’hlaouier-biroù da vont e giz ar Voc’hikaned all da ziboufañ kizhier-lins, moc’h-gouez Amerika pe girvi-meur el lanneier war-dro Krec’h Eliez.

1954
Daveenn : VAZA p.35-36

Kavout a ran digarez zoken da welout ul loen bennak en tu-hont d'ar merien ha d'ar balafenned, hag ivez d'ar pesked hag a gaver e pep ruzellen pe "marigot" evel ma lavar an dud wenn dre eno : du-hont, dreist un droñjenn wez kouezhet a-dreuz ar stêr e welan un doare gwiñver -kazh-koad- ruz o tremen d'ar red ; pri ar sanioù-dour bihan a zo breset ha divreset : ur vandennad moc'h-gouez a zo bet eno oc'h ebatal ; an toull-se, en ur wezenn gleuz a zo toull un hoc'hig spernaouek pe heureuchin daredek ; setu pelloc'h aze douarenn ur vaot.

1985
Daveenn : DGBD p60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial