I.
1. Pezh a c'hoarvez gant ub. a voug, zo mouget.
Neuze en do dellezet ar moug hag ar groug. Stardet e c'houzoug dezhañ betek ar moug.
&
Trl., dispred.
Ar moug ra 'z mougo ! : troienn a dalvez da gas ub. rok diwar-dro.
2. Obererezh goleiñ an tan evit e lakaat da zeviñ goustadik.
Evit ober glaou koad e veze ret delc'her un tamm moug.
3. Trl.
Moug-heol : fallaenn war an heol.
II.
Doar./Stn.
(db. al loar, an heol)
Zo steuziet pe guzhet gant udb.
Moug e vo al loar fenoz.