Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1850, 1927, 1931, 1985] Beg, penn uhelañ, penn pellañ udb., dezhañ ur stumm hirik ha moan prl. Bleñch ur wezenn. Bleñchoù ar gwez. Bleñchoù an daouarn, an treid, ar blev. [1923] En em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz. [1985] Mard emañ ar bleñchoù en hent e reer an dro evit mont e-biou. 2. Ent strizh. [1927, 1931, 1950] Skourr munut, sec'h prl., a dalvez d'ober herdin. Ober tan gant bleñchoù. [1950] Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. & Trl. skeud. Reiñ treujoù e-lec'h bleñchoù / d'an neb zo bras a-walc'h e c'henoù : e lakaat da grediñ traoù faos. DHS. briñsad. 3. (en e furm lies ; db. al loened-kig lazhet) [1931] Ar bleñchoù : an tammoù disterañ evel ar gouzoug, ar penn, h.a. Bleñchoù yer. 4. Pemdez, dre fent. Penn. E gasketenn a-dreuz gantañ war e vleñch.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

bleñchoù an daouarn, an treid

1732
Daveenn : GReg pg (les) extrêmitez (des doigts des mains)

bleñchoù an daouarn

1850
Daveenn : GON.II pg bleñchou (les extrémités des mains).

bleñchoù an treid

1850
Daveenn : GON.II pg bleñchou (les bouts des pieds).

bleñchoù

1850
Daveenn : GON.II pg bleñchou (Extrémités. Bouts).

N'eo ket en amzer-mañ e kouezh / An aour eus a vleñchoù ar gwez !

1867
Daveenn : MGK p129

Gouzout a raen bremañ ar pezh em boa c’hoant da c’houzout ; edon e-touez ar balan ; sevel a ris va fuzuilh dreist ar bleñchoù, bizañ a ris e-pad m’edo Brutus an Normant o komz en ur sakreal hag en ur bec’hiñ ouc’h [ouzh] unan eus e gamaraded ; an tenn a strakas, ha pec’hed Brutus a voe troc’het dre an hanter.

1878
Daveenn : EKG.II p.88-89

Bezit naet warnoc’h hag en-dro deoc’h : na stokit ho torn ouzh tra dic’hlan ebet ; en em walc’hit eus bleñchoù ho plev da sol ho treid, div wech bemdez, d’an deroù-noz ha d’an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.51

Leuskel a rejont da gouezhañ warni bodadoù uhelvarr ha bleñchoù elv-gwenn (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.52-53

Gwenn evel bleñchoù-gwrizioù edo neuze ar blev anezhañ. Dre-se e felle d’an doueed diouganiñ e furnez. Gant ar mizioù ez ejont war alaouriñ, ken na voent deut a-liv hag a-sked gant blev e dad hag e vamm (2).

1924
Daveenn : SKET.II p.7

bleñchoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bléñchou

bleñchoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bléñchou

blichoù

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bleñchou

bleñchoù

1931
Daveenn : VALL pg (extrémité de) branche, brindille

bleñchoù

1931
Daveenn : VALL pg bout (des doigts, des pieds, des cheveux), brindille

bleñchoù yer

1931
Daveenn : VALL pg abatis (de volailles)

bleñchoù

1931
Daveenn : VALL pg abatis (de volailles)

Bleñchoù ha skolpoù dindan ar pod, ur geuneudenn bennak ivez : ha gant an direnn hag an tont e c’hwezh an tan. Ken… poudoudoum ! Pêr a zo savet e gilhoù d’an nec’h e benn en traoñ, hag eñ war an hent da veg ar siminal. Betek pelec’h ez ay ? Ne oar den.

1950
Daveenn : KBSA p.68

Mar demañ ar bleñchoù en hent e reer an dro evit mont e-biou, ha ne vez nemet ur gildro muioc'h gant ar wenodenn ; mar deo un droñjenn e tremener peurvuiañ dreist, ha mar deo re dev evit bezañ gaoliatet, e vez lakaet ur geuneudenn bennak evit aesaat skrimpat warni.

1985
Daveenn : DGBD p34

Notennoù studi

El liester ec'h implijer an termen-mañ dreist-holl.

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial