Petra 'vo graet, savet on bet el laezioù, n'hellan ket mui cheñch, e metoù menec'h C'hlodovik, o blev divleñchet ront heñvel ouzh ur galabousenn diskennet izel war o fenn, nevezc'halianeger on, hag evel ar Santegonadezed na c'hallint biken disantegonegadekaat, nevezc'halianeger on, e chomin hag e varvin, hep kaout morse an absolvenn leun hag antier evit ma fec'hed orijinel.