1. Plantenn pe wrizienn panez.
&
Trl. (db. al loened)
Lost e panezenn : lost a ya war ledanaat betek e benn.
&
Trl. kv.
Bezañ sotoc'h eget ur banezenn : bezañ sot-tre.
Yann zo sotoc'h, mil gwech, eget ur banezenn.
2. Dre skeud.
Den pounner a spered, genaoueg.
Ur vezh eo dimp bezañ trec'het gant ur seurt panezenn.
&
Trl. skeud.
Bezañ ur banezenn eus ar re devañ : bezañ sot-tre.
&
(impl. da ag.)
Sot, genaouek.
Dont da vezañ panezenn.
&
Yann Banezenn : patrom an den sot, ar genaoueg.
Tav, Yann Banezenn.
HS. balteg, begeg, beulke, bleup, glapez, inosant, louad, loukez, nouch, sod.
3. Dre fent
Lesanv Leoniz, dre ma tebrent kalz panez.
Daveenn :
GON.II
pg panez (panézen, f., un seul panais [...] on appelle burlesquement un habitant de Léon, panézen, parce qu'on cultive une grande quantité de panais dans cette contrée et que les habitants en mangent beaucoup).
panezennoù
panézennou
1850
Daveenn :
GON.II
pg panez (panézen, f., un seul panais. Pl.)
Al labourer kaezh, dispont, dinec’h, a skoe, gwellañ ma c’helle, taolioù trañch en douar evit kaout ur banezenn bennak.
Al labourer keaz, dispount, dinec’h, a skoe, guella ma c’helle, taoliou tranch enn douar evit kaout eur banezen-bennag.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.183
Gant seurt prezegenn ranezenn / Out ker sot hag ur banezenn. / Gwelloc'h ' vefe dit prederiañ / 'Lec'h chom arc'hoazh da zizeriañ.
Gant seurt prezegenn ranezenn / Out ker sot hag eur banezenn. / Gwelloc'h ' vefe dit prederia / 'Lec'h chom arc'hoaz da zizeria.