Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Plant, o anv spesad Plastinaca sativa, dezho bleunioù melen, a c'hounezer evit o gwrizioù a dalvez da legumaj pe da voued-chatal. Ur parkad panez. Hadañ ar panez. & Panez sukret : plant, o anv spesad Carum carvi, dezho gwrizioù mat da zebriñ ha had a implijer da demz-boued er pastezerezh. & Panez-gouez : plant bividik gouez, o anv spesad Heracleum sphondylium, dezho pennadoù-bleuñv gwenn. 2. Ent strizh Gwrizioù ar plant-se end-eeun. Drailhañ panez. Tennañ panez er park. & Trl. skeud. Na vezañ gwad panez o redek en e wazhied : bezañ kalonek. N'eo ket gwad panez a red en o gwazhied. & Kaout c'hoant tennañ panez eus gouzoug ur c'hi : kaout c'hoant ober un dra zic'hallus. & Kas (ub.) da c'hwennat panez : e gas diwar-dro. 3. Dre gunuj. Sac'h panez : genaoueg, sod. Buan, sac'h panez, rak mervel a ran gant an naon. 4. (impl. da stn. ; db. an treid) Treuz, zo troet war-gaout an diavaez. Treid panez.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

panesen ha suruguen hambezou da meren

1350
Daveenn : ISYK.I p107

panezenn

1499
Daveenn : LVBCA p156 (panay)

panez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg panais

panez

1850
Daveenn : GON.II pg panes, panésa, panez

panezenn

1850
Daveenn : GON.II pg panez

panez

1850
Daveenn : GON.II pg panes

Mad a ra, a gav din. Rak bezañ er frankiz, digabestr ha dishual, chaokat kaol pe banez, evel ur penn-chatal, zo gwell eget dibriñ kilheien diouzh ar ber, ha bezañ pennasket etre peder voger.

1867
Daveenn : MGK p9

Edont o vont dre an hent bras war-eeun da vaner Kerandraon, el lec’h m’oa bet o chom an Aotrou de Kermoysan [sic], pa welas ur soudard un den diwar ar maez, e-kreiz ur park, oc’h esa tennañ panez a daolioù trañch, rak skornet-kalet e oa an douar ha n’oad evit ober seurt gant ar bal.

1878
Daveenn : EKG.II p.181-182

Pez ha panez, boued Molenez, Pez ha fav, boued Eusa

1909
Daveenn : BROU p. 410 (proverbe local)

Yann banezenn

1931
Daveenn : VALL pg benêt

Diwallit : lod anezhe [ar boliserien] a c'hall ober van da vezañ kazetennerien evit tennañ ar panez deus ho kouzoug...

2015
Daveenn : DISENT p160

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial