Ur bleiz, deuet e eskern er-maez eus e groc'hen, o vezañ ma veze ar c'has ouzh en diarbenn, a gavas, war e hent, un hordenn gi nerzhus, lart-toaz ha flour e lêr, ki distailh galloudus. Lammet gant e gilpenn, en tagañ, en dispenn, hen diskolp' a-bezhioù, a oa micher Gwilhoù, panevet, a-raok e sammañ, oa ret outañ en em gannañ.
Job ha Lom a oa kendirvi kompez evit o brasañ maleur, rak dre ma oant kerent eo e teujont d’en em zaremprediñ ; evit o brasañ maleur ivez e oant o chom o-daou e kêr Lan[n]urgad, rak, panevet se, marteze, an amzer he dije lakaet fin d’o darempredoù.
An ti a zeuas da vezañ adarre teñval evel a-raok. Ha didrouz e vije bet, panevet e kleved ennañ ar voereb o klemm, an derzhienn-vras warni.
— « Eo, krediñ a ran, mes… » — « Mes petra ? Gant ar mes, an arabat hag ar panevet, ne rafe ket unan tro ar bed, hag hini ebet ac’hanomp ne c’hounezo an teñzor. »
Panevet e oan trellet gant ar vezh, em bije gwelet izeloc'h dezho...
Un draig evelkent am eus merzet : ne vez ken kavet dre amañ kemend-all a oristaled, paotred ha merc’hed sebezus-tre, ha gwazh a se, rak paour kaezh tud ar peurliesañ, lakaat a raent evelato temz ha pebr en ur vuhez a-wechoù gwell [gwall] divlaz paneveto.
Ne oa tremenet c'hoazh nemet pevar devezh ha setu ma vanke ar c'hafe ha pa'z ejod da ober ur sell er c'harchedoù e oa anat e oa aet bas pep tra ; ha diwar neuze e voe bemdez un dra bennak nebeutoc'h : gwin, fav, avaloù-douar ha, pa zeuas tro ar sukr da vankout e veze kavet gwall c'hwerv an te, brav deomp c'hoazh pa oa bet dizoloet ar voestadig te-se e pakadoù unan ac'hanomp ; paneveti e vije bet ret tremen gant dour sklaer, rak gwall bell e vije bet kas unan bennak betek ur gêr bennak da gerc'hat geot-sitroñs.
Ur fed disterik e vije panevet ma adkaver holl ar merkoù-se, pe ur c'halz anezho, war ar pep brasañ eus ilizoù gotek bras ar vro betek dispak ar goteg flammheñvel -nev Gwengamp, chantele Sant-Brieg ha Lambal, iliz-veur Landreger, chantele iliz-veur Kastell-.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
panez