Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(e dibenn ur frazenn) Pa ne vefe ken. Gortoz ur munut, paneveken !

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

O vezañ graet ur pennad diskuizhañ, e tiskennjont war ar frankizenn hag ez ejomp da ober un tamm gwalc'hiñ d'hor bichez, gant ar vezh ha pa vefe ken !

1929
Daveenn : SVBV p12

Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.

1929
Daveenn : SVBV p.19

Adroet eo bet o lufr a-ziagent eta ken d'ar gwerinier-liv eus ar XVvet kantved er prenestrier uhelañ, ken da grouadennoù an XIXvet kantved evel livadurioù Yan d'Argent - en o zouez an hini ma weler un ael o reiñ donezon ar yezh vrezhoneg d'an Tad Maner hag a zlefe pep Yann desk-e-yezh mont da welout paneveken ur wech en e vuhez ! - pe ar c'haelioù chantele en houarn goveliet, e-touez mil tra all.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 21

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Daveenn : DISENT p9

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial