I.
1. Bloavezh.
Ar botoù-se a bado ur bloaziad ouzhoc'h.
&
RANNYEZH.
Bloaziad mat : bloavezh mat.
&
Impl. da zoar. (db. al loened) Dezhañ ur bloaz buhez.
Kemerit ur menn gavr, gant ma vezo dinamm ha bloaziad.
2. Kementad a zegouezh gant pad ur bloaz.
Ur bloaziad gounid, dle ...
&
Ent krenn
Trevad ur bloaz.
Drastet holl ar bloaziad gant an avel.
II.
Niver a lakaer d'ar bloavezhioù.
Ankounac'haet en deus bloaziad an emgann brudet-se.
&
An niver-se a skriver war ar pezhioù-moneiz, ar medalennoù, ar boutailhoù-gwin h.a.
HS. blezad.