Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Jod. Ur pok war e voc'h. Aotennañ e zivoc'h hag e elgezh. HS. javed. HS. bougenn.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

boc'h

1499
Daveenn : LVBCA p39 ('joue')

boc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ioue

divoc'h

1659
Daveenn : LDJM.1 pg divoc'h

c'hwezhañ an divoc'h

1732
Daveenn : GReg pg bouffer (enfler les joues)

c'hwezhet an divoc'h

1732
Daveenn : GReg pg bouffer (enfler les joues)

boc'h

1850
Daveenn : GON.II pg bôc'h (Joue, la partie latérale du visage de l'homme qui est au-dessous des tempes et des yeux, et qui s'étend jusqu'au menton), gén, javed, jôt, jôd, bougen

Goloet eo e zivoc'h a gremenn

1850
Daveenn : GON.II pg krémen

an divoc'h

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "les joues".

Divoc'h ruz en deus.

1850
Daveenn : GON.II pg bôc'h (Elle a les joues rouges).

divoc'h

1850
Daveenn : GON.II pg bôc'h (Joue, la partie latérale du visage de l'homme qui est au-dessous des tempes et des yeux, et qui s'étend jusqu'au menton. Pl. duel).

boc'h

1850
Daveenn : GON.II p.19, livre premier, "joue".

Pa c'hoarzh, he muzelloù a zo mezh o gwelet ; / Krinañ a ra he fri, he dent zo diskrognet ; / He blev, bremañ briket, gwechall a oa damzu, / Hag he divoc'h jodek a zo kleuz a bep tu.

1867
Daveenn : MGK p56-57

Anat e oa ez oant glac’haret, roudoù an daeloù a yoa war o divoc’h, mes n’oant ket evit lakaat en o fenn e rankje o bugale o dilezer.

1877
Daveenn : EKG.I. p.266

Me a flouras e gein dezhañ hep lavaret ger, gant aon da vezañ klevet, ha Polidor en em lakeas da lipat va divoc’h ha va daouarn gant e deod karantezus.

1878
Daveenn : EKG.II p.28

Eus an traezh e teu dezho gwennded o c’hroc’hen, eus ar goularz melended o blev, eus ar mor glasted o daoulagad, eus ar c’hregin liv damruz o divoc’h hag o ivinoù.

1923
Daveenn : SKET p.33

Glas-mor e oa e zaoulagad ha ruz-burlu e zivoc’h ; mentek e oa, heñvel ouzh ur dervenn yaouank, ha kreñv, postek, skañv da redek evel an "uros" (1).

1923
Daveenn : SKET p.42-43

He bizied a dremenas war e voc’h kuñv ha blouc’h evel un aval, eus e skouarn d’e elgezhig.

1924
Daveenn : SKET.II p.27

Bemdez ez aotenni da zivoc’h ha da elgezh, o virout hepken hirvourenn ar c’hadour.

1924
Daveenn : SKET.II p.27

Ha war da zivoc’h, war da gorf e welan o livrinañ ruzder ar vuhez.

1924
Daveenn : SKET.II p.44

divoc'h

1927
Daveenn : Geri.ern pg boc'h

boc'h

1927
Daveenn : Geri.ern pg boc'h

Ar wech kentañ e oa d'ar breur Arturo gwelout he dremm dizolo, un dremm unliv damrouz [damrous] : merc'hed e vro a veze ruz o divoc'h, e-giz avaloù azv.

1949
Daveenn : SIZH p.58

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial