Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. 1. Poellata. An itron zo o rezoniñ war ur gwall hag he broud. 2. Kavout da abegiñ. Eñ a blij dezhañ rezoniñ. C'hoazh e rezono ! II. V.k.e. Skandalat (ub.). Me zo bet rezonet peogwir ne 'm boa ket graet ma labour. E dad a rezono anezhañ. HS. gourdrouz, krozal. III. V. rag. EN EM REZONIN. 1. V. kenem. Tabutal. En em rezoniñ war ar blasenn. 2. V. em. En em rezoniñ ouzh (ub.) : e skandalat. Kaer em boa en em rezoniñ outañ, gwashoc'h-gwazh ez ae.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

rezoni

1659
Daveenn : LDJM.1 pg resonner

an ene a vev, a sant, hag a rezon

1732
Daveenn : GReg pg ame

bevañ, santout, ha rezoniñ a ra an ene

1732
Daveenn : GReg pg ame

rezonañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg reisiona (arraisonner, chercher à convaincre par des raisons).

rezonet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg reisiona (arraisonner, chercher à convaincre par des raisons. Part.)

rezoniñ oud ub.

1909
Daveenn : BROU p. 415 (gronder quelqu'un)

En osteleri e kleved anezhe, hemañ o kaozeal, hemañ o krial, darn all o rezoniñ, o touiñ, o sulbediñ ; girioù lemm ha flemmus a nije eus an eil d’egile ha gwalennadoù skoet war hemañ ken a c’hwibane a-dreuz an ti.

1925
Daveenn : BILZ2 p.123

Notennoù studi

Hervez Kervarker (GON.II) eo eus Bro-Gerne ar ger-mañ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial