Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. (db. an dud) Lakaat e groc'hen d'ober roufennoù. Ridañ e dal. HS. krizañ, roufennañ. 2. (db. an avel) Lakaat plegoù bihan da sevel war-c'horre an dour. A-boan ma teu un aezhenn fresk da ridañ gorre dour ar ganol. 3. Ober plegoù, kuilhoù gant an nadoz (en ur pezh dilhad). Ridañ ur vrozh. DHS. godiñ, krizañ, kuilhañ, poulounezañ. 4. Trl. skeud., PEMDEZ Ridañ e baraplu : mervel. 5. Dre skeud. (en tu gouzañv) Lakaat da vezañ bav. [1878] [N]’em boa ket a aon e savjent ken d’ar garidoù ; ridet a-walc’h e oant bet en-dro gentañ gant ar riv.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

ridañ ur vrozh

1732
Daveenn : GReg pg froncer (Froncer une juppe.)

ridañ e dal

1732
Daveenn : GReg pg froncer (Froncer le front.)

ridañ

1732
Daveenn : GReg pg froncer (faire des plis avec l'éguille)

ridet

1732
Daveenn : GReg pg froncer (faire des plis avec l'éguille, pp.)

ridañ

1732
Daveenn : GReg pg froncer (faire des plis avec l'éguille, Van.)

ridañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rida

ridet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rida

O c’hlevet a raen c’hoazh evit gwir, mes n’em boa ket a aon e savjent ken d’ar garidoù ; ridet a-walc’h e oant bet en dro gentañ gant ar riv.

1878
Daveenn : EKG.II p.132

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial