Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tachenn war ziribin, lodenn war ziribin un uhelenn. Ur roz sonn. Pignat gant ar roz. HS. tor. 2. Uhelenn vihan. Me a wel he zi dindan ar roz. HS. torgenn.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

roz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tertre

roz

1850
Daveenn : GON.II pg piñadek, ros

rozioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ros

Menezioù a savas, eienennoù a darzhas eus donder an douar, eus tor ar menez, eus troad ar roz, hag e stankennas an dourioù diouto en izelennoù, oc’h andoniañ gwazhioù, stêrioù, lennoù-dour.

1923
Daveenn : SKET p.28

Klask a raent gwelout, er roz, ar marichal o pignat d’an dorgenn, hag o vont da glask e varv. Ne welent marichal ebet.

1944
Daveenn : ATST p.118

Hag eñ dreist ar c’hleuz, hag a-dreuz ar roz war-du an ti satanazet. — « Youc’houc’hou ! » a reas adarre ar vouezh war gorre an dorgenn.

1944
Daveenn : ATST p.117

An holl draoù a oa trist, trist, en-dro dezho : ar parkeier, ar rozioù, koad Troboa, an draonienn, ar stêr vras o voudal du-hont e skluz Penn-ar-Pont ha sklerijenn al loar war Garreg-al-Louarn.

1944
Daveenn : ATST p.117

Dalc'hmat e kan al lapous noz / A-dreñv pep kleuz, ouz tor pep roz, / Da vodañ Breizhiz a bep tu / War an Nasion d’ober 'n hu.

1960
Daveenn : PETO p72

Bemdez, pa zeuy an noz, Paour-razh, hep ti nag aoz, Dre skorn pe c'hlav, ouzh tor ur roz, E kouski skuizh e kambr ar stir.

1960
Daveenn : PETO p21

Eno, war un tammig roz eo e voe savet lec'h-kreñv kentañ ar C'hallaoued, ar "Fort d'Aumale".

1985
Daveenn : DGBD p48

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial