1. Str. (db. hadoù frouezh zo)
Klor.
Diouzh ar bolc'h e ouzer pegoulz e vez mat al lin da dennañ. Bolc'h kistin. Bolc'h ar gwezvoud.
&
[1732, 1850] Bolc'h lin : greunenn lin.
&
Trl., gwezhall
Frikañ bolc'h : frikañ bolc'h al lin evit dastum o had, en ur zañsal warno alies.
&
Trl. skeud., dre ast.
Dañsal fall, flastrañ treid ar plac'h a zañser ganti.
Se zo dañsal ? Ya, frikañ bolc'h !
&
Mont e volc'h diwar e lin : fuloriñ ruz.
2. G. (db. hadoù ha frouezh zo)
Klorenn.
Bolc'hoù kerc'h. Goloet eo an douar a volc'hoù rous. Belc'h lin.
HS. balog.