Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Koeñvadenn en ur voger, ur savadur, abalamour d'ur faout er mañsonadur. 2. Bolz (1). Un ilizig a weled gant he bolzenn alaouret war un dosenn c'hlas. Tour iliz Karmez gant e deir bolzenn an eil war eben. [1954] [...] un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv [...].

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

bolzenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg bolseñ

bolzenn disac'het

1732
Daveenn : GReg pg breche (crevasse dans une muraille causée par un ventre)

bolzenn

1732
Daveenn : GReg pg crevasse (ouverture dans un vieux mur)

bolzenn

1732
Daveenn : GReg pg breche (crevasse dans une muraille causée par un ventre)

bolzennoù

1732
Daveenn : GReg pg breche (crevasse dans une muraille causée par un ventre), crevasse (ouverture dans un vieux mur)

bolzenn

1850
Daveenn : GON.II pg bolzen (Crevasse. Lézarde. Ventre dans une muraille qui menace ruine), kôf, kôv, skarr, volzen

bolzennoù

1850
Daveenn : GON.II pg bolzen (Crevasse. Lézarde. Ventre dans une muraille qui menace ruine. Pl.)

Ur volzenn a welan er voger-se.

1850
Daveenn : GON.II pg bolzen (Je vois une crevasse à ce mur).

volzenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg volzen (voyez "bolzen").

bolzenn

1927
Daveenn : Geri.ern pg bolz

bolzenn disac'het

1931
Daveenn : VALL pg brèche (dans un mur crevassé)

Edon ’ta o lenn er gwasked war ar pont pa stagas a-greiz-holl an oabl da gaoulediñ : « Dal ’ta, emezon, daoust ha keloù glav a vefe gant an amzer ? » ha me em sav, e-sell da ziskenn gant an diri war du va gwele, pa spurmantis er pellder, a-rez an dremmwel, un doare aezhenn vorlivet o sevel eus ar mor, o kreskiñ dibaouez hag o ledanaat muioc’h-mui, kement ha ken bihan ma teuas da stummañ evel un dinell divent, pe gentoc’h ur volzenn iliz, ha seul ma ’z ae an dra-se war vrasaat ha war frankaat, seul vuanoc’h e kemme he liv : gwenn-sin da gentañ, arc’hant goude hag a-benn ar ar fin ken ruz ha pa vije bet du-hont un tangwall eus ar skrijusañ oc’h ober e reuz.

1954
Daveenn : VAZA p.172

Ofis publik ar brezhoneg