Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. [1659, 1732, 1850, 1867, 1927] Kleñved kontammus, gwalenn. Dedarzhet eo ar vosenn. Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro. 2. Ent strizh. [1732, 1850, 1867, 2015] Kleñvel-red kontammus ha grevus-tre a varve gwechall kalz a dud diwarnañ. Degaset en deus ar vosenn er vro. Ar vosenn a stlape en ifern loened a-vagadoù. Bosenn Eliant. & An teir gwalenn a gastiz : ar brezel, ar gernez hag ar vosenn. & Trl. kv. Flaeriañ evel ar vosenn : bezañ flaerius-tre. & Trl. skeud. (db. an dud) Bezañ gouest da ijinañ ar vosenn : bezañ teodet-fall. Ur vosenn a zen : un den fallakr. II. B. 1. [1499] Bos. Ur vosenn er c'hein. HS. torgenn 2. Dre skeud. Tousmac'h. Aze ez eus ur vosenn. & Ober ur vosenn. & Trl., dre ast. Klevet ur vosenn : trouz, rebechoù.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

bosenn er c'hein

1499
Daveenn : LVBCA p39, 70, 111 (boce au dos)

bosenn

1499
Daveenn : LVBCA p39 (boce, epydimie ; boce)

bosenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg peste

didarzhet eo ar vosenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (la) peste (a paru)

bosenn

1732
Daveenn : GReg pg contagion (peste)

ar vosenn

1732
Daveenn : GReg pg contagion (peste)

Ar brezel, ar vosenn, hag an dienez a bep tra a zo an teir gwalenn a gastiz.

1732
Daveenn : GReg pg fleau (Les fleaux de Dieu sont la guerre, la peste, & la famine.)

digas ar vosenn

1732
Daveenn : GReg pg empester (apporter la peste en quelque lieu)

bosenn

1850
Daveenn : GON.II pg bos, bosen (Peste, maladie épidémique et contagieuse).

Digaset en deus ar vosenn er vro.

1850
Daveenn : GON.II pg bosen (Il a introduit, importé la peste dans le pays).

Ur mergl milliget eo, ur c'hleñved dihegar, Savet da gontammiñ pep mad zo war an douar ; Genel a ra bosenn ha kernez tro-war-dro ; Ouzh he heul kasoni e pep lec'h, e pep bro, a laka dre ar bed brezel ha lazherezh.

1867
Daveenn : MGK p2

Ur c'hleñved didruez hag a skign dre'r bed-holl Ar spont hag ar marv, pa deu d'en em ziroll, Kleñved aes da bakañ, taolet eus an neñvoù, Da skarzhañ pizh an douar eus e holl dorfejoù, Ar vosenn hec'h anv, a stlape en ifern Loened a-vagadoù kaset ganti d'ar bern.

1867
Daveenn : MGK p24

Terridigezh al lezenn a-berzh meur a hini, avat, pe a-berzh ar vroad a-bezh, a denno war he heul ar c’hastiz-mañ : kolloù, kañvoù, krenoù-douar, dour-beuz, bosenn war dud ha loened, brezelioù-koll, gwaskerezh estren, ha, d’an diwezhañ, dismantr ha marv ar vroad, dilignezadur ha steuziadur ar ouenn (1).

1923
Daveenn : SKET p.52

bosenn

1927
Daveenn : Geri.ern pg bos

— « Marteze e vo satanazet ivez Troboa, Kervetouz, Penn-aod, Pennavern hag ar c’hêrioù all ! » — « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! » — « O ! emichañs n’eo ket evel ar vosenn ! »

1944
Daveenn : ATST p.81

Aet e oa an traoù difonn war-raok dre-benn da ziaesterioù a bep seurt moarvat hag a c'haller kontañ en o zouez, an diouer a arc'hant, ar vosenn, ar brezel - brezel hêrezh Breizh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 7

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial