bouchad
An neb en divije er gwelet, gant e zaoulagad habask ha laouen, gant e aer dinec’h, gant e vlev hir, e giz Kerne, faoutet dre an hanter war greiz e benn, o kouezhañ a [v]ouchadoù kordigellet war e zivskoaz ; an neb en divije gwelet peoc’h un den eeun ha leal war e dal, ha mousc’hoarzh un den dinamm war e vuzelloù, en divije lavaret edo o vont da ober, deiz eured e vab, un dro zañs war al leurgêr.
bouchad
bouchad
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
Daouzek edont eno en ur bouchad ha, pa 'z aed e-barzh, ne ouied mui war be du treiñ.
Un tammig a-raok an noz e weler bouchadoù gwez o tiboukañ war an tu dehou : Kap Lopez, ha, war-dro c'hwec'h pe seizh lestr war eor, en o zouez pesketaerien grankaled eus Norvegia, aes da anaout en abeg d'ar c'hlud a zo e penn ar wern, evit ober ged ha klask ar ramzed a c'hell bezañ o neuiñ war ar mor bras.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
bouchad-bleuñv