Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

(en ul lav. nac'h) Den. N'eus kristen ebet amañ ? N'he deus kristen nemedon. [1954] Kristen ebet ne oa en iliz d’an ampoent-se [...]. [1955] Na war ar maez, nag e kêr, e bro ebet, forzh pelec’h ez afe, ne gavo tra ur c’hristen e tu-hont d’ar pezh en devo degaset gantañ ! & Penn-kristen : den. N'eus ket ur penn-kristen er vro-se ken. 3. Rouez Pried. Ma c'hristen.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

ne'm eus gwelet kristen

1732
Daveenn : GReg pg ame

kristen

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

n'em eus ket gwelet ur c'hristen

1732
Daveenn : GReg pg aucun (aucun, nul)

Koulskoude, n'anavezen ket ur c'hristen, na skoliad, na kelenner.

1944
Daveenn : EURW.1 p48

Kristen ebet ne oa en iliz d’an ampoent-se, ha stagañ a ris da bediñ evel ma ouien, gant va holl nerzh, gant va holl fiziañs, ken ma teue an dour war va daoulagad.

1954
Daveenn : VAZA p.43

Na war ar maez, nag e kêr, e bro ebet, forzh pelec’h ez afe, ne gavo tra ur c’hristen e-tu-hont [e tu-hont] d’ar pezh en devo degaset gantañ !

1955
Daveenn : VBRU p.19

Ofis publik ar brezhoneg