Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Doare en deus ub., udb. da vont war-raok. Peurvuiañ, ez ae d'an inkane ; d'an trein-se, ne skuizhe morse. & Trl. Bezañ trein warnañ : straniñ. Trein zo warnañ. 2. Tizh. Ar vag a rae trein vat. En trein m'emañ an traoù. Da belec'h ez ez, Fañch, en drein-se ? II. A. Reuz. Ret eo din gwelet petra a ra kement a drein. Hep ober trein. B. 1. Lorc'h. Ar baotred a oa trein tout. & BEZAÑ TREIN EN UB. (GANT UDB.) : bezañ lorc'h ennañ. Ar merc'hed a veze trein enno gant o lienaj. Trein a veze enni o sellet ouzh he leur-zi nevez. DHS. fouge. HS. stad (B.). 2. Pompad. Trein zo gantañ. & (impl. da anv unan) An interamant a voe graet gant un drein vras. & Trl. Bern trein : den a vez o pompadiñ. N'eo nemet ur bern trein. DHS. ton.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

trein

1732
Daveenn : GReg pg erre (route, hâte)

ober trein kaer

1732
Daveenn : GReg pg erre (route, hâte)

emañ an afer e stad vat, e trein vat

1732
Daveenn : GReg pg (l'affaire est en bon) état

Dont a rejont da di Eparios, roue ar vro-Wenn ; unnek nozvezh e vanjont eno, ha, da c’hopraat dezhañ e herberc’hadenn, e trojont da fall e zaouzek mab hag e ugent merc’h.

1923
Daveenn : SKET p.77

Nemet, trelatet gant rec’hoantegezh d’ar gounid ha da vadoù ar bed-mañ, a-wel da gaout dezho o-unan, distriv-kaer, glad ha surentez, e trojont kein a-ratozh d’al Lezenn, e lakjont dindan dreid ar gourc’hemennoù anezhi.

1923
Daveenn : SKET p.89

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial