I.
Doar./Stn.
N'eo ket eeun tamm ebet.
Perak eo treuz-didreuz an hentoù ? Ne oa nemet heuliañ ar roudenn strizh ha treuz-didreuz.
HS. kamm-digamm, kammigellek.
II.
Adv.
1. A-dreuz.
Distreiñ a rae d'ar gêr treuz-didreuz dre zouareier ha lanneier.
2. [1699] TOULLAÑ, TREBARZHIÑ UB., UDB. TREUZ-DIDREUZ : e doullañ, e drebarzhiñ eus an eil tu d'egile.
Treuz-didreuz e vezint trebarzhet a daolioù lavnennoù.
Ar piltrotig krigner, ar razh lesanvet-mat, / Heñchet gant ar goulm wenn, / E zent 'vel un heskenn, / A droc'h lemm treuz-didreuz skoulmoù krenn ar wiad.
Ar piltrotik krigner, ar raz leshanvet mad, / Hinchet gant ar goulm wenn, / He zent 'vel eunn eskenn, / A drouc'h lemm treuz-didreuz skoulmou krenn ar viad.
1867
Daveenn :
MGK
p48
Hag ar bleiz da gregiñ, da sachañ endra c'hell, / Hag ar wareg o tizantell / Da stlepel ac'hano paotr ar bouzelloù ein / Toullgofet treuz-didreuz, marv-mik war e gein.
Hag ar bleiz da gregi, da zacha endra c'hell, / Hag ar warek o tizantell / Da stlepel ac'hano paotr ar bouzellou ein / Toullgofet treuz-didreuz, maro-mik war he gein.