Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. A. Stn. 1. (db. an dud) Diaes ober gantañ ; na zegemer ket aes ar rebechoù. Unan treuz eo hennezh. 2. (db. ar c'homzoù) Distaget a-benn touellañ. Mall eo dispenn al lavaroù treuz a red e-touez hor c'henvroiz. DHS. touellus. 3. (db. ar mennozhioù) Fall. Ar re o deus mennozhioù treuz hag ar re o deus mennozhioù eeun ha reizh. 4. (db. ar c'hammedoù, al lammoù) A-gostez. Ar marc'h a reas ur paz trumm ha treuz, ma voe war-nes troc'holiañ ar c'harr. 5. Treid treuz : a laka ub. da gerzhet a-dreuz. 6. Hent treuz : hent berroc'h eget an hent reizh. Mont gant an hent treuz. & Koad treuz : na c'haller ket faoutañ eeun. Hemañ zo koad treuz. B. Doar. A-dreuz. Ma zreid a chom atav treuz. Ur c'hleñved en doa lakaet he memproù da vont treuz. II. Adv. 1. Gwelet treuz : loakriñ. Kalz a dud a wel treuz. 2. A-dreuz. Ur pezh tamm kig treuz gantañ en e c'henoù. Gwez diskaret treuz war an hentoù. 3. Komz treuz db. udb. : a-dreuz. 4. Bezañ sellet treuz gant ub. : a-dreuz. An dra-se a reas dezhañ bezañ sellet treuz ganto.

Skouerioù istorel : 
14
Kuzhat roll ar skouerioù

an ale dreuz

1732
Daveenn : GReg pg allee

reiñ un taol treuz

1732
Daveenn : GReg pg écharper

sparl treuz

1732
Daveenn : GReg pg garrot (gros bâton court pour serrer les cordes sur un fardeau en une charrette, &c)

sparloù treuz

1732
Daveenn : GReg pg garrot (gros bâton court pour serrer les cordes sur un fardeau en une charrette, &c, p.)

ur spered treuz

1732
Daveenn : GReg pg gauche (Un esprit gauche.)

treuz

1732
Daveenn : GReg pg guingois (travers)

sparl treuz

1732
Daveenn : GReg pg barre(s de bois, ou de fer, qu'on met de travers dans la cheminée, pour soûtenir des atelles, à secher)

hent treuz

1732
Daveenn : GReg pg chemin (de traverse)

faltazioù mean, treuz, born, toull

1732
Daveenn : GReg pg (imaginations) creuses

treuz

1850
Daveenn : GON.II pg didreûz

gouloù-treuz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goulou-treûz (Faux-jour, lumière qui vient un peu de côté).

sklêrijenn dreuz

1850
Daveenn : GON.II.HV pg sklérijen (-dreûz)

Gwelet em eus, emezañ, en arvor ar mor-Bras, diouzh tu reter ar bed, meuriadoù tud o c’hroc’hen melen evel lêr nevez, o daoulagad treuz a-veskell, o blev du-pod ha tev ha sonn evel reun-marc’h ; brizhellet o c’horf noazh gant tresadennoù naered hag erevent (1).

1924
Daveenn : SKET.II p.64-65

karrr-tan boutin treuz

1931
Daveenn : VALL pg autocar

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial