1. Kerzh ar c'hezeg - ha pevarzroadeged all - etre ar paz hag an daoulamm.
Mont d'an trot, d'an drot. Trot ingal daou benn-kezeg gwenn.
HS. piltrot, trip, tus.
2. Dre skeud. (db. ar boued)
Kas d'an drot : poazhañ en dour berv, tan bras dindan.
Pa vez kaset an traoù d'an drot, ne vezont morse en o blaz.
&
Soubenn an drot : bet poazhet war an tan bras.
Eno e veze soubenn an drot ingal.
3. Impl. da stn.
Marc'h trot : marc'h a ya d'an trot.